Pedro Luis de Borja
Pedro Luis de Borja, pe Pere Lluís e katalaneg, pe Pier Luigi de Borgia en italianeg (Roma, war-dro 1458-1488 Civitavecchia) a oa mab henañ ar c'hardinal katalan Rodrigo Lanzol Borja, a voe pab diwezhatoc'h evel Alesant VI. Kentañ Dug Gandia e oa e 1483 hag Aotrou meur a lec'h : Château Bayrent, Gallinera, Bellreguart, Xeresa, Alcodar.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa e Roma, pe e-kichenik, e 1458 (pe marteze 1460). Ne ouzer ket piv e oa e vamm, unan eus serc'hed e dad, ar c'hardinal Rodrigo de Borja, moarvat. Anvet e voe Pedro Luis diwar-lerc'h e eontr Pedro Luis de Borgia Llançol, breur d'e dad.
D'ar 5 a viz Du 1481, pa oa 23 bloaz, e voe divastardet gant ur builh a-berzh ar pab Sikstus IV, ma oa meneget evel "krennard roman", mab d'ur c'hardinal ha d'ur vaouez dizalc'h (de tune Diacono Cardinali et soluta).
D'an 29 a viz Genver 1483 e voe anvet da dutor e vreur Giovanni. En 1484 e prenas e dad, ar c'hardinal Rodrigo de Borgia, Baroniezh Llombai digant pennhêrez Guillem Ramón Centelles,
Degouezhout a reas e Spagn da gemer e berc'henniezh en Valencia, da greskiñ e zouaroù gant an 50,000 dugad roet dezhañ gant e dad, ha da gemer perzh e brezel Granada, e-pad ar Reconquista. Bec'h a savas neuze etre Rodrigo hag ar roue Fernando II Aragon, ma voe bac'het Pere ha diberc'hennet an tiegezh.
E 1484 avat e voe dieubet Pere Lluís, ha d'an 20 a viz Kerzu 1484 e voe roet dezhañ an titl a Zug Gandia gant ar roue Fernando II.
Goude bout trec'h en Emgann Ronda, ar roue Fernando II Aragon a roas dezhañ an titl a Grande de España d'an 18 a viz Mae 1485. En 1485 e prenas baroniezhioù a voe staget ouzh e zugelezh, ha savet e voe an akta gant ar skrivagner katalanek Joan Roís de Corella (1435-1497).
Dimeziñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimeziñ a reas da Maria Enriquez de Luna, eus an tiegezh Enríquez. Merc'h e oa da Enrique Enríquez de Quiñones, ha da Maria de Luna, merc'h yaouañkañ Pedro de Luna, kentañ aotrou Fuentidueña, e Segovia, ha mab d'ar c'honestabl Alvaro de Luna ha da Elvira de Herrera y Ayala. Keniterv e oa Maria Enriquez d'ar roue Fernando II Aragon.
Met ne voe ket sevenet an eured abalamour da varv Pedro Luis de Borja d'an 3 a viz Gwengolo 1491.
Goude e varv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimeziñ a reas an intañvez d'e vreur Giovanni, en Gwengolo 1493, en kêr Barcelona, hag hennezh neuze a voe eil Dug Gandia hag enoret gant ar rouaned spagnol. Bloaz a-raok, e 1492, e oa bet anvet Rodrigo de Borja da bab, hag anvet Alesant VI neuze.
En e destamant e laoskas e zugelezh gant e hantervreur Giovanni hag e c'houlennas reiñ un drederann a 10,000 florin d'e c'hoar Lucrezia Borgia.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Rafael Sabatini, The Life of Cesare Borgia, 1912.