Reconquista

La rendición de Granada, oberenn Francisco Pradilla, pa voe roet alc'hwezioù Granada gant ar roue muzulman Boabdil d'ar rouanez Izabel Iañ Kastilha ha d'ar roue Fernando II Aragon.
Ar Reconquista eo ar prantad ma voe adaloubet rouantelezhioù muzulman al ledenez iberek gant ar gristenien. Kregiñ a reas e 718 hag echuiñ e 1492 pa voe skarzhet Boabdil gant Fernando II Aragon hag Izabel Iañ Kastilha.
Istor aloubadeg ar vuzulmaned ha stourm ar gristenien (711 - 756)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 711: Donedigezh ar vuzulmaned : Táriq ibn Ziyad trec'h war ar roue vizigot Roderico en emgann Guadalete, ma varvas Rodrigo.
- 711: Toledo, kêr-benn Hispania vizigot, aloubet gant an Arabed, hag anvet Tulaytula.
- 713: Musa ibn Nusair, gouarnour hanternoz Afrika, a gemer Mérida goude 16 miz seziz.
- 713: Abd al-Aziz ibn Musa, mab da Musa ibn Nusair, hag ar Vizigot Teodomiro, a sin feur-emglev Teodomiro.
- 716: Muntret eo Musa rag-aon e vefe troet da gristen gant Egilona, intañvez ar roue Roderico,
- 718: Erru ar vuzulmaned er Pireneoù hag e su Frankia; Córdoba a zeu da vezañ kêr-benn Al-Ándalus.
- 718: Pelayo, ur Vizigot, a sav Rouantelezh Asturiez, hag a gemer penn stourm ar gristenien; trec'h eo en emgann Al Qama.
- 721 : emgann Toloza gounezet gant Eudes, dug Akitania ha Vaskonia.
- 722: Pelayo zo trec'h en Emgann Covadonga : deroù ar Reconquista.
- 732: Trec'het ar vuzulmaned gant Karl Martel en emgann Poitiers; harzet eo al lanv muzulman en hanternoz d'ar Pireneoù;
- 737: Marv Pelayo; e vab Favila Iañ a ren war e lerc'h.
- 737 : Emgann Birra: distrujet an arme vuzulman, o vont da vro-C'hall, gant armeoù karl martel hag ar vizigoted hag echu evel-se d'an aloubidigezh arab e Narbonna ha Lengadok.
- 739: Alfonso Iañ Asturiez a gas kuit ar vuzulmaned eus Galiza hag eus hanternoz Portugal.
- 750-756: goude roet lamm da Kalifiezh omeya, savet emirelezh dizalc'h Al-Ándalus gant Abderramán Iañ.
- 750 : Alfonso Iañ Asturiez, mestr e Galiza.
Emirelezh dizalc'h (756 - 929)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ledenez Iberia war-dro 910
- 757: Fruela Iañ Asturiez Roue Asturiez; mestr war Galiza beteek ar río Miño, er mervent.
- 778: Emgann Roncevaux : trec'h ar Vaskoned war arme Karl Veur ; marv Roland.
- 785: Abderramán Iañ a grog da sevel moskeenn Córdoba, el lec'h ma oa Penniliz San Vicente Mártir.
- 785: Kemeret kêr Girona gant ar Franked.
- 785-811: Marz Spagn krouet gant Karl Veur er c'hreisteiz d'ar Pireneoù, evit diwall harzoù kreisteiz impalaeriezh ar Franked diouzh alouberein Al-Andalus.
- 798: Alfonso II Asturiez a laka Lisboa en arigrap.
- 801: Kemeret Pamplona gant ar Franked.
- 810 - 820 : Íñigo Arista anvet gant 300 marc'heg da gentañ Roue Pamplona, en Peña de Oroel, Jaca.
- 814: Dizoloet bez an Abostol Santiago en Compostela.
- 844: Abderraman II a gas kuit ur morlu Vikinged a oa o tont gant ar stêr Guadalquivir hag en devoa lakaet Sevilla en arigrap. Kreñvaat a reas an azadur difenn, koulskoude e teuas ar Vikinged en-dro e kêr Sevilla en 859.
- 860: Prizoniet mab pennhêr roue Pamplona, Fortún Garcés, hag e verc'h Onneca Fortúnez, gant Mohamed Iañ Córdoba.
- 862: Eured an danvez emir Abd Allah Iañ Córdoba gant ar briñsez euskarat Onneca.
- 865: Trec'h eo an emir Mohamed Iañ Córdoba war un arme kristen en emgann ar Morcuera.
- 878: Alfonso III Asturiez a gemer Porto.
- 880: Fortún Garcés, anvet da roue Pamplona, zo dieubet e Córdoba war un dro gant e verc'h, a laosk e vugale eno war he lerc'h, ma krogas darempredoù entre tiegezh roueel Navarra ha tiegezh muladí Banu Qasi.
- 910: Krouet Kalifiezh fatimí e hanternoz Afrika.
- 913: García Iañ a gas kêr-benn Rouantelezh Asturiez eus Oviedo da León
- 920: Abderramán III trec'h war armeoù unanet ar rouaned Ordoño II León, Sancho Garcés Iañ Pamplona en emgann Valdejunquera.
- 923: Abderramán III a zistruj kêr Pamplona.
- 927: Kemeret Melilla gant ar vuzulmaned.
- 929: Abderramán III kalif dizalc'h Córdoba, tad Kalifiezh Córdoba.
Kalifiezh Córdoba (929 - 1031)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 934: Ar rouanez mamm Toda de Pamplona a sin un emglev gant Abderramán III dre an abeg d'al liammoù a wad zo etrezo, ma teu da vout rejantez Pamplona ha ma kas kuit an armeoù muzulman.
- 934: Armeoù Córdoba a laka freuz ha reuz en Araba ha Kastilha.
- 939: Trec'h an arme gristen en emgann Simancas.
- 950: Darempredoù skoulmet etre ar galifiezh hag an Impalaeriezh santel.
- 961: Marv Abderramán III, kentañ kalif; e vab Alhakén II a ren.
- 966: Morlaeron danat a glask kemer Lisboa, ha faezhet int gant ur morlu kaset gant Alhaken II eus Sevilla war c'houlenn e amiral Ibn al Rumahis.
- 971 Ar Vikinged a glask adarre mont a-hed ar stêr Guadalquivir betek kêr Sevilla, hag Alhakén II a gas ur morlu hag a serr aber ar stêr hag a zistruj listri an alouberien
- 976: Almansor a gemer ar galloud er galifiezh hag a sav diktatouriezh an arme en Al-Ándalus.
- 979-989: Almansor a zistruj Coimbra, Zamora hag Astorga.
- 985: Almansor a laka freuz a reuz e kêr Barcelona.
- 987: Arigrap e kêr Santiago de Compostela ha distrujet an iliz-veur.
- 997: Distujet Braga, arigrap e Santiago de Compostela ha distrujet an iliz-veur.
- 998: Distrujet eo kêr León .
- 999: Alfonso V kurunennet Roue León.
- 1002: Marv Almansor.
- 1008: Marv Abd al-Malik al-Muzaffar, mab da Almansor ha roue war e lerc'h; fitna, pe Brezel diabarzh en Al-Ándalus.
- 1031: Kaset Kalifiezh Córdoba d'an traoñ; savet Rouantelezhioù an Taifa, gouarnet gant uhelidi.
Al-Ándalus o vont a dammoù (1031 - 1130)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1040-1049: Emsavadeg almoravid en Aglou e kreisteiz Maroko.
- 1045 : Ganidigezh Rodrigo Díaz de Vivar, El Cid Campeador.
- 1054: Un arme eus Leon ha Kastilha a zo trec'h war arme Navarra en emgann Atapuerca.
- 1057: Aet Kalifiezh Córdoba da get, deuet en he lec'h ar Rouantelezhioù Taifa, hag adkrog da vat ar Reconquista.
- 1057- 1058: Fernando Iañ León a gemer Lamego (1057) ha Viseo (1058).
- 1063: Sancho Ramírez, roue Aragon, a c'houlenn skoazell digant ar pab Alesant II hag a embann Kroazadeg Barbastro.
- 1064 : Kroazadeg Barbastro : Gwilherm VIII Poatev a deu, goude galv ar pab, gant soudarded eus Gall hag Italia ; kemeret eo kêr Barbastro e Mezheven, met adkemeret e vo gant ar vuzulmaned bloaz goude .
- 1064: Fernando Iañ León a gemer Coímbra.
- 1065: Fernando Iañ León a legad Kontelezh Kastilha, savet da rouantelezh, d'e bennhêr Sancho .
- 1065: Sancho II Kastilha a anv Rodrigo Díaz de Vivar, «El Cid Campeador», da alférez .
- 1072: Marv Sancho II Kastilha e cerco Zamora, e vreur Alfonso VI, roue León, a deu da vezañ roue Kastilha ivez.
- 1078-1079: Kouezhet Ceuta etre daouarn an almoravided.
- 1079: Alfonso VI León a gemer Coria.
- 1081: Harluet El Cid eus Kastilha, mont a ra da servij roue taifa Zaragoza.
- 1082-1084: Gant arme emir Zaragoza ez a El Cid da faezhañ armeoù taifa Valencia ha taifa Lérida.
- 1083: Aloubet Talavera gant Alfonso VI León
- 1085: Adkemeret kêr Toledo d'ar 25 a viz Mae gant Alfonso VI León, ha kemeret Madrid hep ket a stourm.
- 1086: Dilestradeg an almoravided, Berbered anezho, en Algeciras ; trec'h int war arme Leon ha Kastilha en emgann Sagrajas.
- 1086-1091: Kemeret ar galloud en Al-Ándalus gant an almorávided.
- 1093: Alfonso VI León a gemer kêrioù Santarem, Lisboa ha Sintra e-kerzh an hañv.
- 1094-1099 : Rodrigo Díaz de Vivar roue Valencia.
- 1095: Lisboa zo adkemeret gant ar vuzululmaned.
- {{date|19|novembre|
- 1096 : 19 a viz Du : Pedro Iañ Aragon trec'h en emgann Alcoraz, digor dezhañ perzhier kêr Huesca, a deu da vezañ e gêr-benn.
- 1097: Rodrigo Díaz de Vivar, El Cid, a zo trec'h war an almorávided en emgann Bairén.
- 1097: Faezhet ar gristenien en emgann Consuegra.
- 1099: An almorávided a laka seziz war gêr Valencia; marv Rodrigo Díaz de Vivar, «El Cid».
- 1102: Jimena Díaz, itron Valencia, a zilez kêr war urzh ar roue, hag a laosk kêr etre daouarn an almorávided.
- 1105-1125: Savet an almohaded en Nozhafrika.
- 1108: Faezhet arme Alfonso VI gant an almorávided en emgann Uclés; marv an infant Sancho.
- 1109: Talavera adkemeret gant ar Vuzulmaned.
- 1109: Alcalá la Vieja etre daouarn an almoravided .
- 1110 : 24 a viz Genver : Faezhet ar vuzulmaned en emgann Valtierra.
- 1110-1113: An almoravided a gemer Coria.
- 1113: An almoravided a gemer kastell Oreja.
- 1115: Ramon Berenguer III, kont Barcelona, a gemer Mallorca, met n'hall ket kreñvaat galloud kristen war an inizi Balearez.
- 1118: Bernardo de Sedirac, arc'heskob Toledo, a gemer kastell Alcalá la Vieja.
- 1118: Alfonso Iañ Aragon a gemer Taifa Saraqusta ha kêr Zaragoza gant harp Franked .
- 1119 : Tudela, Borja, Tarazona ha Soria zo kemeret diwar-goust ar vuzulmaned.
- 1120 : Emgann Cutanda gounezet gant Aragon hag o harperien Franked diwar-goust un arme vuzulman niverus.
- 1120-1122: Alfonso Iañ Aragon a adkemer Daroca.
- 1125-1127 : Roue Aragon a aoz un droiad vrezel da gêr Granada da skoazellañ Mozarabed ar vro-hont a zo o lakaat seziz war gêr, met ret eo dezhaén leuskel an dachenn ha mont kuit gant 10000 Mozarab.
- 1127: Aloubet Portugal gant Rouantelezh León
- 1128: Alfonso Iañ Aragon a gemer Molina de Aragón.
Ar Reconquista o vont kreñvoc'h war-raok (1130 - 1227)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1133: Alfonso VII León o vrezelekaat en Andalouzia hag o lakaat kêrioù en arigrap e saonenn ar Guadalquivir.
- 1137 : Alfonso VII Kastilha a gemer an titl a « Implalaer Spagn ».
- 1139: Portugaliz trec'h war an almoravided en emgann Ourique.
- 1139: Alfonso VII León a adkemer kastell Oreja.
- 1141-1147: An almohaded a ro lamm d'an almorávided en Norzhafrika.
- 1142: Alfonso VII León a adkemer Coria.
- 1143: Portugal dizalc'h, hervez feur-emglev Zamora.
- 1143: Marv Alí ibn Yúsuf, emir almoravid.
- 1145: Dilestradeg an almohaded e Ledenez Iberia.
- 1147: Kemeret Sevilla gant an almohaded; tec'het an almorávided da Enez Mallorca.
- 1147: Kemeret kreñvlec'h Calatrava gant Alfonso VII León
- 1147: Afonso Iañ a gemer Santarém ha Lisboa
- 1147: D'ar 17 a viz Here ur c'hengevredad armeoù eus Republik Genova, Katalonia, Republik Pisa, rouantelezhioù Kastilha, León ha Navarra a gemer kêr Almería.
- 1150: Alfonso VII León a laka seziz war Córdoba, hogen en aner.
- 1151 : feur-emglev Tudilén entre Alfonso VII Kastilha, roue Galiza, León ha Kastilha, ha Raimon Berenguer IV Barcelona evit rannañ an tachennoù da aloubiñ er c'hreisteiz .
- 1151: Ar mozárabed ha yuzevien a dec'h da rouantelezhioù kristen an hanternoz.
- 1155: Kemeret Granada gant an almohaded.
- 1156 : Krouet Urzh Alcántara.
- 1157: Adkemeret Almería gant an almohaded; marv Alfonso VII León.
- 1158 : Krouet Urzh Calatrava.
- 1161: Kollet Alcántara gant ar gristenien.
- 1165: Gerardo Sempavor a gemer kêr Trujillo.
- 1166: Alcántara kemeret gant Fernando II León gant skoazell ar c'hont Ermengol VII Urgel.
- 1169: En aner e klask Afonso Iañ ha Gerardo Sempavor a gemer kêr Badajoz.
- 1170: Sevilla eo kêr-benn an almohaded.
- 1170 : krouet eo Urzh Santiago.
- 1172: Alcántara etre daouarn ar vuzulmaned en-dro.
- 1172: Marv Muhammad ibn Mardanis, ar Roue Bleiz; Taifa Murcia kemeret gant an almohaded.
- 1172: An almohaded mistri Al-Ándalus tost penn-da-benn.
- 1173: Arsav-brezel etre Rouantelezh Kastilha ha Rouantelezh Portugal en un tu hag an almohaded en tu all.
- 1177: Alfonso VIII Kastilha a gemer Cuenca.
- 1179: Feur-emglev Cazola entre Kastilha hag Aragon.
- 1180 : Alfonso VIII Kastilha a gemer Plasencia, en Estremadura.
- 1186: Diazezet kêr Plasencia gant Alfonso VIII Kastilha.
- 1189: Alfonso VIII Kastilha a laka seziz war Magacela.
- 1189: Sancho Iañ Portugal a gemer Silves gant skoazell kroazadegourien.
- 1191: Adkemeret Silves gant an almohaded.
- 1195: En emgann Alarcos, an almohaded trec'h war Alfonso VIII Kastilha
- 1196: An almohaded a laka Plasencia en arigrap, hag a gemer Trujillo.
- 1203: Kouezhet Mallorca etre daouarn an almohaded.
- 1212: D'ar 16 a viz Gouhere, trec'het an almohaded gant emglev an tri roue kristen (re Aragon Kastilha ha Navarra), sikouret gant Gallaoued ha portugaliz, en Emgann Las Navas de Tolosa; stad an almohaded o vont da fall.
- 1214: Alfonso IX León a gemer Alcántara d'ar 17 a viz Genver.
Dibenn (1227-1492)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1227: Brezel diabarzh en impalaeriezh an almohaded.
- 1227-1229: Alfonso IX León, gant harp Urzh Alcántara, a gemer Cáceres.
- 1228: Badajoz kemeret gant Roue León.
- 1229-1232: Jaume Iañ Aragon a gemer Mallorca.
- 1229 : Alfonso IX León a gemer Cáceres.
- 1229 : Jaume Iañ Aragon a gemer an Inizi Balearez.
- 1230 : Alfonso IX León a gemer Badajoz ha Mérida,en Estremadura; marv ar roue.
Degouezhout a ra rouantelezh Alfonso etre daouarn e verc'hed Sancha León ha Dulce. Goude emglev an Tercerías, aozet gant e vamm, Teresa Portugal, ha Berenguela Kastilha, ez eas León gant Fernando III Kastilha (1199-1252), ma voe unanet León ha Kastilha dindan Kurunenn Kastilha.
- 1230: Ibn Hud faezhet gant Alfonso IX León hag Urzh Santiago en emgann Alange.
- 1231-1288 : Aragoniz e Minorqua.
- 1232: Urzhioù Santiago hag Alcántara a adkemer, da vat, Trujillo d'ar 25 a viz Genver
- 1234: Urzhioù Santiago hag Alcántara a adkemer, da vat, Medellín.Patrom:Harvnp
- 1234: Fernando III Kastilha a adkemer Úbeda d'an 29 a viz Gwengolo.
- 1235: Fernando III Kastilha a adkemer, da vat, Magacela en C'hwevrer.
- 1236: Fernando III Kastilha a adkemer Córdoba d'an 29 a viz Mezheven gant armeoù Kastilha ha León.
- 1236-1249: Portugaliz a ziac'hub an Algarve, ha neuze e vo echu ganto o Reconquista.
- 1237 : Trec'h eo Aragon en emgann Puig de Cebolla.
- 1238 : Aloubet rouantelezh Valencia gant Jaume Iañ Aragon.
- 1238: Jaume Iañ Aragon a gemer kêr Valencia d'an 9 viz Here.
- 1243 : Fernando III Kastilha impose un protectorat au rouantelezh Murcia.
- 1243: Alfonso X, pennhêr Fernando III Kastilha, a zegouezh e Murcia, hep stourm.
- 1244: Aloubet kêrioù Mula ha Lorca gant kurunenn Kastilha; ar re-se a oa kêrioù savet enep d'ar gurunenn dre ma n'o doa ket sentet ouzh feur-emglev Alcaraz.
- 1245: An infant Alfonso Kastilha, sikouret gant listri deuet eus aod ar Mor kantabrek, a laka seziz hag war gêr Cartagena pa n'he devoa ket pleget da Feur-emglev Alcaraz — e-pad c'hwec'h miz kentañ ar bloaz.
- 1246 : Jaén kemeret gant armeoù Fernando III Kastilha, roue Kastilha ha León; rouantelezh nazarí Granada a ra le a wazoniezh da Gastilha.
- 1248 : Sevilla kemeret gant Fernando III Kastilha hag armeoù Kastilha ha León.
- 1248 : Emsavadeg e Valencia.
- 1249 : Afonso III a gemer Faro, hag echu ar Reconquista e Portugal.
- 1262: Alfonso X Kastilha a gemer Niebla.
- 1264-1266: Emsavadeg mudéjar en Andalouzia hag e Taifa Murcia, protectorado castellano.
- 1264-1267: Emsavadeg mudéjar en Valencia.
- 1266: Jaume Iañ Aragon a gemer Murcia.
- 1275 : Emsavadeg e Valencia.
- 1275: Faezhet eo arme Kastilha gant ar Venimerined en Écija.
- 1294: C'hwitet gant Sancho IV Kastilha kemer rouantelezh Granada.
- 1309: Arme Fernando IV Kastilha a gemer Gibraltar.
- 1309-1310: Jaime II Aragon a ra tro wenn pa glask kemer Almería.
- 1330: Alfonso XI Kastilha a gemer Teba.
- 1340: En emgann ar Salado tropas castellanas detienen a los benimerines.
- 1344: Alfonso XI Kastilha a gemer Algeciras goude ur seziz a 21 miz.
- 1492: Gant feur-emglev Granada ez eo lakaet fin d'ar Reconquista.
- 1369: Nazaríed Muhammad V a gemer Algecirashag he distruj.
- 1385: Portugaliz a harz un aloubadeg spagnol en emgann Aljubarrota.
- 1410: Ar gastilhaned a ziframm Antequera digant an Nazaried.
- 1415: Ceuta kemeret gant Portugaliz
- 1420: Enez Madeira kemeret gant Portugaliz
- 1449: Brezel diabarzh en Portugal.
- 1470-1479: Kastilha a gemer an Inizi Kanariez.
- 1480 : Inkizision spagnol.
- 1489-1492: Aloubidigezh Rouantelezh Granada gant ar Rouaned katolik.
- 1492 : D'an 2 a viz Genver : Granada zo kemeret gant ar Rouaned Katolik, ha setu peurechu ar Reconquista.
- 1492 : D'an 31 a viz Meurzh : Dekred an Alhambra.