Gwilherm VIII Poatev
Neuz
Ur pennad Gwilherm VIII zo ivez.
Gwilherm VIII Poatev, ganet war-dro 1020 ha marvet en 1086, a oa kont Poatev ha dug Akitania, eus lignez ar Ramnulfided.
Dimezioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Teir gwech e timezas:
- e miz Genver 1044 da Garsende de Périgord, merc'h d'ar c'hont Aldabert II de Périgord, a roas dezhañ, en argouroù, gwirioù war dugelezh Gwaskogn, met bugel ebet n'o doe. Kas a reas anezhi d'ar gouent e 1058, da Saintes.
- war-dro 1058/59 e timezas da Mathilde (n'ouzer ket piv e oa he zud), ha kas kuit a reas anezhi ivez war-dro 1068/69. Ur verc'h o doe :
- Agnès, rouanez Kastilha (1052–1078), pried Alfonso VI León
- en miz Meurzh 1069 da Audéarde Bourgogne, merc'h da Roperzh Iañ Bourgogn, dug Bourgogn; daou vugel o doe:
- Agnès, rouanez Aragon ha Navarra (-1097), pried da Pedro Iañ Aragon.
- Gwilherm, a renas war e lerc'h.