Teresa Portugal (1181-1250)
- Meur a infantez zo bet anvet Teresa Portugal.
Teresa Portugal (Coimbra, 1181-Lorvão, 1250) a oa un infantez portugalat, deuet da vout rouanez León evel pried kentañ Alfonso IX León. Anvet e voe da wenvidigez gant an Iliz katolik. Merc'h e oa da Sancho Iañ Portugal o Povoador, ha d'e bried Dolça de Barcelona.
He bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimeziñ a reas en 1191 d'he c'henderv kompez Alfonso IX León. Tri bugel he doe:
- Sancha (wd. 1191-a-raok 1243). Klasket e voe he dimeziñ div wech, da Enrique Iañ Kastilha ha da Jean de Brienne, hag he c'hoar Dulce ivez, mont a reas da leanez da gouent Villabuena de El Bierzo.
- Fernando (1192-Eost 1214).
- Dulce (1194-1248). Kuit ez eas gant he mamm da Bortugal, ha neuze da leanez, gant he c'hoar Sancha, da vanati Villabuena.
Leanez gant he merc'hed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Torret e voe hec'h eured en 1196 gant ar pab Selestin III dre an abeg a genwadelezh, peogwir e oa an daou bried bugale-vihan da rouaned Portugal Afonso Iañ ha Mafalda Savoia. Pa guitaas he fried e tistroas gant he bugale da Bortugal, ma vevas e manati Lorvão.
E 1198 ec'h addimezas he fried d'e geniterv Berenguela Kastilha, hag ur mab o doe, an infant Fernando. Torret e voe an eured ivez.
En 1705 e voe anvet Teresa da wenvidigez, evel he c'hoar Sancha, gant ar pab Klemez XI, dre ar builh Sollicitudo Pastoralis Offici.
Pevar-ugent vloaz goude e voe graet kemend-all d'he c'hoar Mafalda Portugal.