Teresa Portugal (1181-1250)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Teresa Portugal (1181-1250), rouanez León.

Teresa Portugal (Coimbra, 1181-Lorvão, 1250) a oa un infantez portugalat, deuet da vout rouanez León evel pried kentañ Alfonso IX León. Anvet e voe da wenvidigez gant an Iliz katolik. Merc'h e oa da Sancho Iañ Portugal o Povoador, ha d'e bried Dolça de Barcelona.


He bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimeziñ a reas en 1191 d'he c'henderv kompez Alfonso IX León. Tri bugel he doe:

Leanez gant he merc'hed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Torret e voe hec'h eured en 1196 gant ar pab Selestin III dre an abeg a genwadelezh, peogwir e oa an daou bried bugale-vihan da rouaned Portugal Afonso Iañ ha Mafalda Savoia. Pa guitaas he fried e tistroas gant he bugale da Bortugal, ma vevas e manati Lorvão.

E 1198 ec'h addimezas he fried d'e geniterv Berenguela Kastilha, hag ur mab o doe, an infant Fernando. Torret e voe an eured ivez.

En 1705 e voe anvet Teresa da wenvidigez, evel he c'hoar Sancha, gant ar pab Klemez XI, dre ar builh Sollicitudo Pastoralis Offici.

Pevar-ugent vloaz goude e voe graet kemend-all d'he c'hoar Mafalda Portugal.