Alfonso II Asturiez

Eus Wikipedia
Dornskrid eus Santiago de Compostela
Poltredoù Rouaned Spagn adal Atanarico betek hon roue katolik Carlos III en ul levr gant Manuel Rodríguez, embannet gant J. Ibarra e 1788

.

Afonso II Oviedo, o Casto, ganet en Oviedo e 760 ha marvet eno e 842, a voe roue adalek 791 e Rouantelezh Galiza, anvet Galiza hag Asturiez ivez daoust ma vez lavaret anezhañ alies e oa Roue Asturiez nemetken, titl krouet en XIXvet kantved gant istorourien romantel spagnol evel Modesto Lafuente da vare savidigezh ar vroadelouriezh spagnol kempred, bev-mat bepred en hon amzer.

Ramiro Iañ Asturiez a renas war e lerc'h.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e oa d'ar roue Fruela Iañ Asturiez ha d'e bried Munia Araba. Pa varvas e dad e 768 eo e voereb Adosinda a reas war e dro. Gouarnour ar palez e oa pa oa Silo o ren etre 774 ha 783. Pa varva Silo, e voe harpet gant e voereb hag uhelidi eus al lez da vont da roue. Met diskaret e voe kenkent gant e eontr Mauregat ; tec'hel a reas Alfonso da Araba, bro e vamm. Chom a reas en harlu e-keit ma renas Mauregat ha Bermudo Iañ war e lerc'h. Pa voe dilezet ar gurunenn gant Bermudo, goude e faezhadenn en emgann Burbia e tistroas Alfonso eus Asturiez hag e voe anvet da roue d'ar 14 a viz Gwengolo 791.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.