Odo Akitania

Eus Wikipedia
Akitania en impalaeriezh frank

Odo Akitania , pe Odo Veur (anvet ivez Eudes, pe Eudo, pe Otto), ganet war-dro 650 pe 660, ha marvet war-dro 735, a oa ur priñs frank, dug Akitania, hag a voe trec'h war ar Vuzulmaned e Toloza e 721 .

Mab e oa moarvat da Lupus Iañ Akitania (Loup e galleg, Otsoa en euskareg) , a renas marteze war-lerc'h ar patris Felix.

Dug Akitania e oa, eus al Liger betek ar Pireneoù, ha Toloza e oa e gêrbenn. Digant rouaned Neustria hag Aostrazia e tiframmas ar broioù anvet goude Nivernais, Vivarais, hag ul lodenn eus Provañs, en-dro da Arle.

Emglev a reas gant Chilperig II, roue Neustria, ha Ragenfrid, maer ar palez, a-enep Karl Martel, maer palez Aostrazia. Nemet faezhet e voent e-tal Soissons d'ar 14 a viz Here 718.

E 721 e voe trec'h war an emir Al-Samh ibn Malik al-Khawlani, en emgann Toloza (721), etre Toloza ha Carcassonne, ha div wech c'hoazh goude war an emir Anbasa ibn Suhaym Al-Kalbi, e 725 ha 726.

E 731 e voe tamallet dezhañ gant Karl bezañ torret an emglev graet ganto e 720: ha Karl da dreuziñ al Liger ha da breizhata kêr Bourges.

Dimeziñ a reas e verc'h da Uthman ibn Naissa anavezet ivez evel Munuza, gouarnour Cerdanya.

E 732 en em savas Munuza a-enep wali Spagn Abd-er-Rahman, ha lazhet e voe gant armeoù Gehdi ben Zeyan.

Neuze e voe kaset div arme gant Spagn da aloubiñ douaroù ar Franked. An eil a eas a-hed traonienn ar Ron betek Sens. Eben, a oa renet gant Abd-er-Rahman, a dreuzas ar Pireneoù, a lakaas freuz ha reuz en Akitania, a gemeras Bourdel, hag a drec'has war Odo en Emgann Bourdel, war lez ar Garona pe an Dordogna.

Tec'hel a reas dug Akitania da c'houlenn skoazell digant e enebour kozh Karl Martel. Dont a reas maer ar palez gant un arme, e miz Here 732, hag e Poitiers e voe trec'h war an arme vuzulmat.

Dilezel ar galloud a reas Odo e 736. E vab Hunald a renas war e lerc'h.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Blade, Eudes, duc d’Aquitaine, Paris, 1892
  • Oman, Charles. The Dark Ages, 476–918. London: Rivingtons, 1914.