Jimena Díaz

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ramzed el Cid ha Jimena, en festoù Burgos.
Roadenn arc'hant gant Jimena Díaz evit iliz-veur Valencia er bloavezh 1101

Jimena Díaz, pe Ximena (war-dro 1046 - 1116) a oa un itron eus Kastilha, dimezet da Rodrigo Díaz de Vivar el Campeador. Pevar bugel he doa, hag ur mab dezho a varvas en emgann gant e dad.

Goude marv ar Cid e voe itron Valencia entre 1099 ha 1102.

He ziegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Jimena Díaz, hervez ar gelennerez Margarita Torres Sevilla-Quiñones de León, a oa merc'h d'ar c'hont Diego Fernández, marvet a-raok an 24 a viz Gouhere 1046, hag un itron a c'halle bezañ anvet Cristina Fernández. Div wech e timezas ar c'hont Diego Fernández, mab d'ar c'hont Fernando Flaínez (eus tiegezh Cea) ha da Elvira Peláez : da Elvira Ovéquiz da gentañ, da Cristina Fernández da ec'houde.

Hervez an Historia Roderici, e oa Jimena nizez d'an impalaer Alfonso VI León.

Eured ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimezet e voe, etre Gouhere 1074 ha mae 1076,da Rodrigo Díaz de Vivar, El Cid

He bez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Beziet e voe e-kichen he fried, El Cid, e manati San Pedro de Cardeña. En 1921 e voe kaset he relegoù da iliz-veur Burgos.