Almería
Almería zo ur gêr eus Spagn, e proviñs Almería, en Andalouzia. Emañ war an aod, etre proviñs Granada ha rannvro Murcia.
En em astenn a ra ar gêr war 296 km2 ha 192 697 a annezidi a oa e 2013.
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dont a ra anv ar gêr-se eus an arabeg. Div zisplegadenn a roer dezhañ : dont a rafe eus ألمرية Al-Mariyya, « ar melezour », pe eus ألمرأى Al-Mara'ā, « an tour-ged ».