Astorga
Astorga zo ur gumun hag ur gêr eus Spagn, e-kreiz proviñs León, e kumuniezh emren Kastilha ha León. Tudet-stank eo gant 10 867 a annezidi (e 2019) war ur gorread 46,78 km².
Kêr-benn eskopti Astorga eo, unan eus koshañ ha brasañ eskoptioù Spagn, hag en em astenn war lodennoù eus proviñsoù León, Ourense ha Zamora.
Abalamour d'he istor ha d'he savadurioù, abalamour m'emañ war unan eus Hentoù Sant Jakez ha war ar Vía de la Plata ("hent an arc'hant"), hag abalamour d'ar festoù a-leizh a vez graet eno a-hed ar bloaz, evel da vare an Ened pe ar Sizhun Santel, eo deuet Astorga da vezañ ur gêr a vez darempredet stank gant an douristed, eus Spagn pe an estrenvro. E-touez ar savadurioù pouezusañ emañ an iliz-veur, palez an eskob, an ti-kêr hag ar mirdi roman.
Savet e oa bet Astorga er bloaz 14 kent J.K., gant an anv latin Asturica Augusta.