Brezel diabarzh en Al-Ándalus
Neuz
Fitna Al-Ándalus zo ur maread distabilded ha brezel diabarzh a renas er vro etre 1009 ha 1031. D'e heul e c'hoarvezas diskar kalifiezh Córdoba ha savidigezh ar rouantelezhioù taifa.
Kregiñ a reas e 1009 gant Dispac'h Córdoba, un taol-stad kaset da benn gant izili an dierniezh Oumayyad pa voe lazhet Abd al-Rahman Sanchuelo, mab da Almansor, diskar ar c'halif Hicham al-Muayyad bil-Lah (Hicham II) ha ren Mohammed al-Mahdí bil-Lah (Mohammed II), mab-kuñv Abd al-Rahman III.
A-benn ar fin e voe diskaret ar galifelezh e 1031, ha rannet Al-Ándalus etre meur a rouantelezh anvet taifa.