Favila Asturiez

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Fafila, roue Asturiez.

Favila (e spagnoleg), pe Fafila, a oa eil roue Asturiez adal 737, goude marv e dad Pelayo, betek e varv dezhañ e 739.

En 711, pa voe aloubet ledenez Iberia gant ar vuzulmaned e repuas gant e dad er Menezioù Kantabrek. Gant Pelayo edo pa savas rouantelezh Asturiez hag e-pad an emgannoù kentañ ouzh an alouberien, a-raok kemer e lec'h en 737.

Bihanik e oa e rouantelezh er menezioù, etre ar stêrioù Eo hag Ansón. Favila, kontrol d'e dad, ne oa ket brezelour ampart, ha setu perak moarvat n'ouzer ket kalz a dra diwar e benn nag a-zivout e ren gwall verr.

Mervel a reas e 739, lazhet gant un arzh p'edo o chaseal. Krediñ a reer e c'halfe bezañ bet muntret

Favila hag an arzh

Beziet e voe e Cangas de Onís, e chapel ar Groaz Santel, a oa bet savet gantañ, e-kichen e bried Froiluba.

Ur verc'h o doa an daou bried, Favinia hec'h anv, a zimezas d'an dug Liutfred III Souab. E vreur-kaer Alfonso, pried Ermesinda, a renas war e lerc'h, evel Alfonso Iañ Asturiez.


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.