Giovanni Borgia (Dug Gandia)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Disambiguation.svg Ur pennad Giovanni Borgia zo ivez.
Poltred Giovanni Borgia, Dug Gandia, war a greder.

Giovanni Borgia, pe Juan Borgia e spagnoleg, Joan Borja e katalaneg, ganet e 1475 e Roma ha marvet eno e 1497, a oa un aotrou roman, mab d'ar pab Alesant VI ha d'e serc'h Vannozza Cattanei. Breur henañ Cesare Borgia, Lucrezia Borgia, ha Jofré Borgia e oa.

An tiegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a rae an tiegezh Borgia (Borja en spagnoleg) eus rouantelezh Valencia. Kreskiñ a reas e levezon er XVvet kantved pan eas unan anezho, Alfonso Borgia, da bab Kallistus III en 1455, ha diwezhatoc'hik, Rodrigo da bap Alesant VI en 1492.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa e Roma, a greder, pa oa kardinal e dad, Rodrigo Bórgia. E vamm, Vannozza dei Cattanei, a oa dimezet neuze da Domenico da Rignano.

E Gwengolo 1493 e timezas da María Enríquez y de Luna, ar briñsez spagnol a oa bet prometet d'e hantervreur koshoc'h, Pedro Luis de Borja. Gant e dad e oa bet anvet da eil Dug Gandia, kentañ Dug Sessa, kentañ priñs Tricarico, Konestabl Meur Rouantelezh Naplez, gonfalonier an Iliz, ha prefed Roma.

22 vloaz e oa pa voe muntret e Roma da noz ar 15 ha 16 a viz Mezheven 1497, tost d'al lec'h a voe anvet diwezhatoc'h Piazza della Giudecca. Glac'haret bras e voe e dad, a lakaas ober un enklask. Buan avat, eizhtez goude, e lakaas paouez gant an enklask. Abeg a-walc'h en devoa an tiegezh roman Orsini da lazhañ Giovanni, met brud a voe e oa e vreur Cesare Borgia en dije graet ar gwalldaol. Hervez ur vrud all eo e vreur all, Gioffre Bórgia, a lazhas Giovanni abalamour d'e zarempred gant Sancha de Aragão, pried Gioffre.

Kavet e voe e gorf er stêr Tibre, gwisket gant dilhad pinvidik, ha 30 dugad en e yalc'h, ouzh e c'houriz. Ma slrivas Jacopo Sannazaro e oa ar pab ur "pescador de homens" (pesketaer tud).

E vugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Giovanni ha Maria o devoa daou vugel :

E vab Juan eo a voe tad d'ar sant Francisco de Borja.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Maria Bellonci, Lucrezia Borgia, Milano, Mondadori, 2003, ISBN 88-04-51658-5.
  • Sarah Bradford, Lucrezia Borgia. La storia vera, Milano, Mondadori, 2005, ISBN 88-04-51245-8.
  • Geneviève Chastenet, Lucrezia Borgia. La perfida innocente, Milano, Mondadori, 1996, ISBN 978-88-04-42107-8.
  • Ivan Cloulas, I Borgia, Roma, Salerno Editrice, 1989, ISBN 88-8402-009-3.
  • Alexandre Dumas, I Borgia, Palermo, Sellerio editore Palermo, 2007, ISBN 88-389-1979-8.
  • Roberto Gervaso, I Borgia, Milano, Rizzoli, 1977, SBN IT\ICCU\RLZ\0233091.
  • Ferdinand Gregorovius, Lucrezia Borgia. La leggenda e la storia, Milano, Messaggerie Pontremolesi, 1990, ISBN 88-7116-814-3.
  • Mariangela Melotti, Lucrezia Borgia, Torino, Liberamente Editore, 2008, ISBN 978-88-6311-044-9.
  • Indro Montanelli, Storia d'Italia (1250-1600), Milano, edizione edita con Il Corriere della Sera, 2003, SBN IT\ICCU\ANA\0123902.
  • Gustavo Sacerdote, Cesare Borgia. La sua vita, la sua famiglia, i suoi tempi, Milano, Rizzoli, 1950, SBN IT\ICCU\RAV\0129138.
  • Antonio Spinosa, La saga dei Borgia. Delitti e santità, Milano, Mondadori, 1999, ISBN 978-88-04-48662-6.