Gonfalonier
Neuz
Ar gonfalonier (gonfaloniere en italianeg) eo an hini a oa karget da zougen, pe da ziwall ar gonfalon, da lavarout eo ar banniel.
Un titl e oa en Italia an Azginivelezh, hag ur garg politikel a bouez e Firenze da skouer.
Dibabet e veze gonfalonieri ivez e kumunioù zo eus hanternoz Italia, evel e Pistoia, ma voe douget gant Giano della Bella; e Bologna er XVIvet kantved e oa ar garg etre daouarn an Tiegezh Bentivoglio; e Senigallia e oa gant gant an Tiegezh Mastai, ma teuas ar pab Pio IX anezhañ.
Kant vloaz goude, e 1622, pa voe poltredet Pietro Gentile, gonfalonier Bologna gant Artemisia Gentileschi , ne oa ken nemet ur garg aroueziek.