Loeiz XII (Bro-C'hall)
|
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Louis XII |
Anv-bihan | Louis |
Anv-familh | Valois |
Titl noblañs | dug, roue Bro-C'hall |
Deiziad ganedigezh | 27 Mez 1462 |
Lec'h ganedigezh | Bleaz |
Deiziad ar marv | 1 Gen 1515 |
Lec'h ar marv | Pariz |
Lec'h douaridigezh | Basilica of Saint-Denis |
Tad | Charles d'Orléans |
Mamm | Maria of Cleves |
Breur pe c'hoar | Marie d'Orléans, Anne of Orléans, Abbess of Fontevraud, Joan of Valois, Duchess of Alençon |
Pried | Janed Bro-C'hall, Anna Breizh, Mari Bro-Saoz |
Bugel | Klaoda Bro-C'hall, Renée Bro-C'hall, Michel Bucy |
Familh | Tiegezh Valois |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | penndiern |
Karg | roue Bro-C'hall |
Relijion | Iliz katolik roman |
Prizioù resevet | Order of Saint Michael |
Deskrivet dre | Louis XII, King of France (1462-1515) |
Loeiz Orleañs, pe Loeiz XII, ganet d'ar 27 a viz Even 1462 e Bleaz (Bro-C'hall) ha marvet d'ar 1añ a viz Genver 1515 e Pariz (Bro-C'hall), zo bet roue Bro-C'hall adalek 1498 betek e varv .
Mab e oa da Charles d'Orléans, dug Orleañs, ha d'ar briñsez Marie de Clèves (1426-1487). E dad a oa niz d'ar roue Charlez V. Ne felle ket da Loeiz XI e c'hallje kaout hêred, ken e redias anezhañ da zimeziñ gant e verc'h Janed a Vro-C'hall, a oa siek a gorf; a spered avat ne oa ket.
Dont a reas da vezañ roue memestra pa chomas divugel Charlez VIII hag Anna Vreizh. Goude torret e zimeziñ e euredas gant ar rouanez intañvez kenkent ha bloaz kentañ e ren.
Bugaleaj
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1485, evel dug en ur renk uhel e kemeras penn un emsavadeg noblañsoù a-gevred gant Frañsez II, dug Breizh e-enep al lezrouanez Anne de Beaujeu, o vezañ ma oa ar roue Charlez VIII, ur minor. Trec'het e oant e Sant-Albin-an-Hiliber e 1488. Toullbac'het e oa bet Loeiz ha dug Breizh lakaet da blegañ dirak Anne de Beaujeu. Anvet eo bet an avañtur ar Brezel foll.
Difachañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa yeas Charlez VIII da roue e oant difachet.
Donedigezh d'an tron
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1498 e varvas Charlez VIII a-daol-trumm ha ne oa ket chomet bev nep bugel dezhañ ganet diwar ar rouanez Anna Vreizh. Pa oant bet plijet bezañ asamblez e kinnigas ar roue nevez Loeiz da Anna Vreizh dimeziñ gantañ. Met evit kas an dimeziñ da benn e oa ret goulenn an aotre digant ar pab, Alesant VI Borgia, a ranke terriñ e eured kentañ gant merc'h Loeiz XI. Emglev a voe etre ar roue hag ar pab. Kas a reas Alesant VI e vab Cesare Borgia da Vro-C'hall gant an aotre ken gortozet ha roet e voe dezhañ, en eskemm, un dugelezh e Bro-C'hall (dug Valentinois e voe anvet) evit e boan hag aberzhet e voe ur briñsez, Charlotte d'Albret, a voe lakaet da zimeziñ gantañ.
Dimezioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Teir gwech e timezas.
D'an 8 a viz Genver 1499, ec'h addimezas Loeiz hag Anna Vreizh (1477-1514) e Naoned. Div verc'h o doe:
- Klaoda a Vro-C'hall (1499-1524), dugez Breizh (1514-1524) ha rouanez Bro-C'hall (1515-1524) dre he dimeziñ gant Frañsez Iañ (Bro-C'hall).
- Renée a Vro-C'hall (1510-1575), itron a v-Montargis, dugez Chartrez (1528-1575), dimezet e 1528 gant Ercole d'Este (1508-1559), dug Ferrara, Modena ha Reggio.
- daou vab, ha n'ouzer ket o anvioù
- daou vugel all, ha n'ouzer mann anezho.
En 1514 e timezas da Mari Tudor, priñsez a Vro-Saoz (1496-1533), merc'h d'ar roue saoz Herri VII, Kembread a orin, ha da Elesbed Plantagenêt ( pe [[Elesbed York]). bugel ebet n'o doe.
Ur mab bastard en doa bet ivez, Michel Bucy, arc'heskob Bourges (1489-1511).
En e raok: Charlez VIII |
Rouaned Bro-C'hall 1498 – 1515 |
War e lerc'h: Frañsez Iañ |