Mari Bro-Saoz (1496-1533)

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Mary Tudor, Princess of England, Queen of France and Duchess of Suffolk.jpg

Mari Tudur (e kembraeg), pe Mary Tudor (e saozneg), pe Mari Bro-Saoz (1496-1533), a oa merc'h da Herri VII ha da Elesbed Evrog.

Dimeziñ a reas e 1514, da 18 vloaz, da Loeiz XII (1462-1515), roue Bro-C'hall, 34 koshoc'h egeti, goude marv e bried Anna Vreizh (1477-1514). Un toullad mizioù goude e oa intañvez: hervez ar vrud he dije diviet he fried klañvidik en he gwele pa glaske kaout ur mab pennhêr. E-touez he dimezelled a enor e Bro-C'hall e oa ur plac'h yaouank anvet Anne Boleyn (1501 pe 1507-1536) .

Addimeziñ a reas Mari goude da Charles Brandon, dug Suffolk, hep asant he breur Herri VIII, ha droug er roue pa glevas, ma rankas an daou bried paeañ un dell-gastiz .


=He bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pevar bugel o doe Mary ha Brandon, div verc'h ha daou vab:

Daou vab Mary ha Charles a oa anvet Henry o-daou, ha se zo kaoz e vez droukvesk diwar o fouez alies, ma kreder eo ar memes paotr. An daou vab a varvas en bugale.