Ercole II d'Este

Eus Wikipedia
Ercole II d’Este
Ercole II d'Este, hervez ur vedalenn gant an arzour Pompeo Leoni, e 1554.

Ercole II d'Este (1508-1559) a oa pevarvet dug Ferrara, Modena ha Reggio (1534-1559) war-lerc'h e dad Alfonso Iañ d'Este. Mab e oa da Alfonso Iañ d'Este (1476-1534), ha da Lucrezia Borgia.

Dimeziñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimezet e voe e 1528 da Renée Bro-C'hall (1510-1575), eil merc'h Anna Vreizh.

O bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pemp bugel o doe:

Goude e varv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mervel a eure e 1559, da 51 bloaz. Dre ma n'en em gleve ket Renée gant he mab Alfonso II, a save a-enep d'he feiz protestant, e tistroas an intañvez da Vro-C'hall, da Vontargis, e 1560, hag e roas harp eno d'ar brotestanted. Eno eo e varvas d'an 12 a viz Mezheven 1574, 15 vloaz goude he fried.