14 Du
Neuz
(Adkaset eus 14 a viz Du)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1851 : embannet eo Moby-Dick; or, The Whale (Moby-Dick pe ar C'hwezher bras) gant Herman Melville er Stadoù Unanet.
- 1888 : digoridigezh Ensavadur Pasteur gant Marie François Sadi Carnot, Prezidant ar Republik c'hall.
- 1940 : deroù bombezadeg Coventry (Bro-Saoz) gant al Luftwaffe.
- 1944 : evit ar wech kentañ ez eo embannet Vent d'Ouest, sizhunieg al Luskad Dieubidigezh Vroadel (Mouvement de Libération Nationale e galleg).
- 1951 : emvod kentañ bodad parlamant Poellgor studiañ ha liammañ interestoù Breizh (C.E.L.I.B. e galleg) e Palez Bourbon.
- 1953 : diskaret eo Gwilhoù Sezneg gant ur c'harr-tan e Pariz.
- 1998 : kentañ bannadenn ar film tresadennoù-bev A Bug's Life e Stadoù-Unanet Amerika.
- 2017 : arme Zimbabwe a gemer ar galloud er gêr-benn, Harare.
Ganedigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1601 : Jean Eudes, beleg gall lakaet da sant e 1925.
- 1650 : Gwilherm III (Bro-Saoz), roue Bro-Saoz.
- 1719 : Leopold Mozart, kelenner war ar sonerezh, sonaozer ha bioliner alaman-aostria, tad Wolfgang Amadeus Mozart.
- 1765 : Robert Fulton, ijiner amerikan.
- 1771 : Marie François Xavier Bichat, bevoniour gall.
- 1801 : Prosper Levot, istorour breizhat.
- 1840 : Claude Monet, livour gall.
- 1889 : Jawaharlal Nehru, 1añ kentañ ministr India.
- 1906 : Louise Brooks, aktourez amerikan.
- 1953 : Dominique de Villepin, kentañ ministr Bro C'hall etre 2005 ha 2007.
- 1954 : Bernard Hinault, reder Marc'h-houarn, aet 5 gwech Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn gantañ.
Marvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1716 : Gottfried Wilhelm Leibniz jedoniour ha prederour alaman.
- 1831 : Georg Wilhelm Friedrich Hegel, prederour alaman.
- 1926 : Frédéric Le Guyader, barzh, dramaour, levraouegour ha skrivagner breizhat (ha gall).
- 1986 : Loig Karadeg, merdeer gall kollet e vuhez war vor e-doug 3e Hent ar Rom.
- 2019 : Jean Kergrist, komediañcher ha skrivagner.
Lidoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Iliz katolik roman
- Sant Aman, eskob Roazhon (5vet kantved)
- Sant Lorañs (Iwerzhon), abad hag arc'heskob iwerzhonat (12vet kantved)