Mont d’an endalc’had

Vvet kantved

Eus Wikipedia
(Adkaset eus 5vet kantved)
401402403404405 406407408409410
411412413414415 416417418419420
421422423424425 426427428429430
431432433434435 436437438439440
441442443444445 446447448449450
451452453454455 456457458459460
461462463464465 466467468469470
471472473474475 476477478479480
481482483484485 486487488489490
491492493494495 496497498499500

D'ar 1 Genver 401 e krog ar Vvet kantved hag echuiñ a ra d'an 31 Kerzu 500.

Romulus Augustus, diwezhañ Impalaer roman ar C'hornôg
  • Kêrioù kentañ e su ar Sahara (Djenne-Djenno). Ur greizenn genwerzh lec'hel bouezus eo Djenne-Djenno d'ar mare-hont. Enporzhiet e vez kailh houarn ha mein malañ hag ezporzhiet e vez boued (pesked hag edaj) war-du ar c'hêrioù nevez war lez an dezerzh.
  • E-tro ar Vvet hag ar VIvet kantved en em stailh ur boblañs, nevez mestroniet an houarn ganti, en-dro d'ar Zambeze ha d'al Limpopo. Eus an norzh e vije deuet ar vengleuzerien rhodezat-mañ, marteze eus kornioù Meroe ha su rouantelezh Aksoum. Tennañ a reont aour, kouevr ha staen diouzh an douar. Gallet ez eus bet renabliñ, evit poent, e-tro 60 000 mengleuz en takad-se. Marteze eo bet ganet sevenadurezh ar Zimbabwe, en em zispako adal an Xvet kantved, diwar ar sevenadur-mañ.
  • Kêriadenn Broederstroom, e kornôg Pretoria e Suafrika.
  • Tizhet eo Madagaskar gant trevadennerien afrikan hag indoneziat.
  • Bog rouantelezh Koguryŏ (Korea) dindan renadur Kwanggaet'o Wang Veur hag e vab Changsu Wang.
  • Bezioù roueel Silla ha Koguryo e Korea.
  • Rouantelezh Yamato e Japan. Mestr eo klan Yamato war trowardroioù Nara, e-kreiz Honshu ha levezonet eo gantañ su an enezenn hag aodoù mor Japan.
  • Mont a ra Bro-Japan e-barzh lusk an oadvezh istorel a-drugarez d'ar skritur deuet eus Sina ha da elfennoù kentañ ar sevenadurezh deuet dre Gorea. Milrannet er penn-kentañ e priñselezhioù niverus, e teu ar galloud da vezañ kreizennet muioc'h-mui etre daouarn an impalaerien (tennô), a orin doueel hervez ar c'hredennoù (e-tro 520).
  • Hervez an hengoun en em gav ar brâhman Kaundiya e Funan (Su Viêt-Nam). Goude bezañ lakaet merc'h ur roue-naer (nâga) dindan gazel-ge, gras d'ur wareg hud, e timez ganti ha dibabet eo da roue gant ar bobl. Kemmañ a ra al lezennoù diouzh doare India.
  • Kas a ra Stad Funan, anavezet dindan an anv-se diwar mamennoù sinaat, ur politikerezh d'en em em ledañ war-du an argoad a-raok bezañ diskaret d'he zro er VIvet kantved gant Stad kreñvaet Zhen-la (pe Chen La) bet sujet a-gent. E Funan e oa bet lakaet ar Shivaegezh da relijion Stad.
  • Kerkent hag ar Vvet kantved, e teu war wel daou seurt aotrouniezh politikel en enezeg Indonezia : ar Stadoù mor diazezet war ar c'henwerzh ha staliet war aodoù Sumatra, norzh Java, Borneo (Kalimantan) ha Sulawesi, ha, diouzh an tu all, rouantelezhioù an argoad diazezet war labour ar riz, e reter hag e-kreiz Java. Skoulmet darempredoù ganto gant sevenadurezh India, e vez degemeret gant ar rouantelezhioù-se ar skritur, ar sañskriteg hag ar relijion (boudaegezh hag hindouegezh).
  • En em gavout a ra ar relijion boudaat e Myanmar hag Indonezia.
  • Gweladenniñ a ra ar pirc'hirin boudaat sinaat Faxian (Fa Hien) inizi Sunda e deroù ar c'hantved.
  • Ganet eo ar pagodennoù sinaat boudaat diwar skouer stûpaoù kreiz Azia, heñvel o stumm ouzh hini un tour (emdroadur stadet war kinkladurioù mougevioù ar Yungang).

Ijinadennoù, kavadennoù, degasadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]