Mont d’an endalc’had

Iañ milved kt JK

Eus Wikipedia
../..Eil milved kt JKI milved kt JKI milved../..
Xvet kantved kt JKIXvet kantved kt JKVIIIvet kantved kt JKVIIvet kantved kt JKVIvet kantved kt JK
Vvet kantved kt JKIVe kantved kt JKIIIe kantved kt JKEil kantved kt JKI kantved kt JK
Roll ar milvedoùRoll ar C'hantvedoù

Kregiñ a ra ar I milved kent JK d'ar 1añ Genver 1000 kt JK hag echuiñ a ra d'an 31 Kerzu 1 kt JK

Penndarvoudoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • E Korea : savidigezh e-tro 30 000 taol-vaen a-hed ar milved koulz lavaret.
  • Tizhout a ra an darn vrasañ eus pobladoù afrikan ar Sac’hara ar broioù m'emaint staliet hiziv an deiz :
    • Staliet eo e reter Tibesti ar gantreourien Toubou (pe Tibou), deuet diwar ur meskaj etre mesaerien chatal ar reter ha tud du ar su.
    • Ar C’haramanted, zo evit darn hendadoù an Douareged a-vremañ, a vez o kantren dre ar Sac’hara greiz. Garama (Djerma), o c’hêr-benn, zo er Fezzan. Treuziñ-didreuziñ a reont ar Sac’hara war-bouez kirri stlejet gant pevar marc’h. Talvezout a reont da hanterourien etre ar bed du hag ar bed kreizdouarel. Hent ar c’hirri a loc’h eus Gao evit hedañ Adrar Iforas, Tanezrouft, Ilezi e Tasili an Ajjered, a-raok gaoliañ e daou hent; unan anezho a bak war-du Sabratha dre Cidamus (Ghadames), egile a sko trema Lepcis dre Garama ha Sokna, poent loc’h hent Siouah hag Egipt.
  • Dizoloet ez eus, e-kichen Yipkabongo, e norzh ar Ghana a-vremañ, gant arkeologourien nederlandat (08/1984), ur bez ennañ delwennoù priaj, bezskridoù ha bravigoù arem etre 1500 ha 3000 bloaz kozh.
  • Kêriadennoù bras gant tiez mein ront e gevred Aostralia. Betek 700 a dud a c’hall bevañ enno.
  • Rouedad eskemm war hentadoù hir evit ar c’hinkladurioù hag an danvezioù krai.
  • Bora, seurtoù steudadoù mein gant un dalvoudegezh arouezel kevrinus. Dastumadegoù lidel ha lec’hioù sakr, evel ar goudorioù livet, liammet ouzh « amzerioù an hunvre », ur seurt marevezh aour. Alies eo stag al lidoù, a vod kantadoù a dud, ouzh produioù zo evel ar c’hraoñ kikaz. A-benn o frientiñ e ranker tennañ an danvezennoù toksek zo enno dre o lakaat da drempiñ ha da c’hoiñ. Lidoù all zo ivez evel unan liammet ouzh ar valafenn bogong a baot e distrig ar Snowy Mountains.