Mont d’an endalc’had

Bornholm

Eus Wikipedia
  • ██ Lec'hiadur Bornholm e Danmark
  • Bornholm zo un enezenn danat er Mor Baltel, etre aodoù Sveden en norzh hag Alamagn ha Polonia er su, hag ur gumun e Danmark.

    Unan eus inizi bras ar Mor Baltel eo, dezhi ur gorread a 588 km² ha 41 802 annezad (e 2011). Rønne eo ar gêr vrasañ.

    Tevennoù serzh zo a-hed an aod norzh met izel a-walc’h eo an aod su. Gwechall e veve an annezidi diwar ar pesketaerezh ; bremañ eo deuet an touristerezh da vezañ pouezus.

    E sagaoù skandinavek ar Grennamzer e veze graet Burgundarholm eus Bornholm. Alfred Veur, ar roue saoz a vrezelias a-enep an Daned en IXvet kantved, a rae Burgenda Land anezhi. Krediñ a reer e vije bet lec’h annez orin pobl ar Vurgonded.

    Liammoù diavaez

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Commons
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.