Mont d’an endalc’had

Danmark

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Danat)

Unaniezh Europa
Kongeriget Danmark
Rouantelezh Danmark
Banniel Danmark Skoed-ardamez Danmark
Banniel Skoed-ardamez
Ger-stur : Guds hjælp, Folkets kærlighed, Danmarks styrke (ger-stur ar familh roueel)
Kan broadel: Kong Christian
Lec'hiadur Danmark
Lec'hiadur Danmark
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Kopenhagen
55°43′N 12°34′E
Yezh(où) ofisiel Daneg
Gouarnamant Rouantelezh
 - Rouanez Frederik X
 - Ministr Kentañ Mette Frederiksen
Gorread
 - Hollad 43,094 km² (134)
 - Dour (%) 1.6²
Poblañs
 - istimadur 2008 5,475,791 ()
 - Stankter 129.16/km² (78)
PDK (PGP) 2007 (istimadur)
 - Hollad $198.5 milliard (45)
 - Keidenn $57,261 (6)
FDD  () 0.943 (uhel) (14)
Moneiz Kurunenn dan (DKK)
Gwerzhid-eur (UTC+1)
+2
Kod kenrouedad .dk
Kod pellgomz +45

Ur vro eus hanternoz Europa eo Danmark. War-dro 5,8 milion a dud zo o chom enni. Ur vro gompez a-walc’h eo, pa n’eus ket a venezioù ; kalzik inizi zo avat, e Mor an Hanternoz emaint kazi holl. Ur rouantelezh eo, Kopenhagen (a-wechoù Kopenhag) he c'hêr-benn.

Bro an Daned e talvez anv Danmark : ur bobl c’herman gozh e oa an Daned ha mark a dalvez marz. Ouzh Rouantelezh Danmark eo stag an Inizi Faero er Meurvor Atlantel, ha Greunland e Norzhamerika. En div vro-se ez eus pobloù all, dezho yezhoù disheñvel diouzh an daneg.

Trevadennoù he deus bet Danmark ivez evel broioù bras Europa, gwelout Impalaeriezh trevadennel Danmark.

An hini vihanañ eus broioù Skandinavia eo Danmark. Er su dezhi emañ Alamagn, er reter emañ Sveden, hag en norzh Norvegia. Kelc’hiet eo ar vro gant ar mor pe dost. Er gevred emañ ar Mor Baltel, er c’hornôg Mor an Hanternoz, en hanternoz strizh-mor ar Skagerrak, hag er biz strizh-mor ar c’h-Kattegat.

Ul ledenez eo douar-bras Danmark, er c’hornôg, ha Jylland a reer anezhi. Al lodennoù all eus ar vro zo inizi : 79 anezho zo tud o chom warno. Pelloc’h er reter emañ enez Bornholm er Mor Baltel.

Kompez a-walc’h eo ar vro, gant torgennoù izel, lennoù, koadoù, hag aodoù troc’h-didroc’h ha kammigellek. Ne vezer gwech ebet gwall bell diouzh ar mor.

Disrannet eo Danmark e pemp rannvro (daneg regioner) ha 98 keoded; Krouet e voe ar rannvroioù d'ar c'hentañ a viz Genver 2007 e-kerzh adframmadur Adreizhadur ar C'heodedoù evit erlerc'hiañ an 38 kontelezh hengounel. Er memes amzer e voe kendeuzet asambles ar c'heodedoù bihan. Eus ar surentez sokial, ar sevenadur hag an deskadurezh eo karget ar rannvroioù ; ar c'hontelezhioù kozh n'o doa ket gwir da sevel tailhoù.

E-touez an Daned a zo brudet dre ar bed a-bezh e c’heller menegiñ ar skiantour Ole Rømer, an den a oa bet kavet ha jedet gantañ tizh ar gouloù, ar prederour Søren Kierkegaard hag ar skrivagner Hans Christian Andersen.

Anvioù un nebeud tud vrudet all, genidik eus Danmark :

Daneg eo ar yezh a gaozeer e Danmark. Kalz tud er vro a oar saozneg ivez. An anaoudegezh eus an alamaneg zo ledet a-walc’h ivez, dreist-holl er c’hreisteiz.

En Inizi Faero e komzer faeroeg, hag e Greunland e kaozeer greunlandeg. E kreisteiz Jylland (Slesvig) ez eus tud a gomz alamaneg.

Kar-nes eo an daneg d’ar yezhoù a gomzer e Norvegia hag e Sveden.