Mette Frederiksen

Eus Wikipedia
Mette Frederiksen, e 2021

Mette Frederiksen (distaget [mɛdə fʁɛðʁɛgsən] e daneg), ganet d'an 19 a viz Du 1977, zo ur bolitikerez eus Danmark. Kentañ Ministr ar vro eo abaoe Mezheven 2019.

Dilennet e voe da gannadez er Folketing evit ar wech kentañ e 2001. Ministrez al Labour e voe e gouarnamant Helle Thorning-Schmidt etre 2011 ha 2014 ha Ministrez ar Justis e 2014 ha 2015. Da neuze e kemeras penn ar Strollad Sokial-Demokrat.

Goude dilennadeg kannaded Mezheven 2019, ma voe trec'h ar c'hostezennoù eus an tu-kleiz, e voe karget gant rouanez Danmark, Margrethe II da sevel ur gouarnamant nevez. D'ar 27a viz Mezheven e teuas da vezañ Kentañ Ministr. An eil gwech eo d'ur vaouez tapout ar post-se e Danmark, goude Helle Thorning-Schmidt e 2011.