Republik Artsac'h

Eus Wikipedia
(hy)Արցախի Հանրապետություն
Arts’akhi Hanrapetut’yun

Republik Artsac'h
Banniel Artsac'h Skoed-ardamez Artsac'h
Banniel Skoed-ardamez
Kan broadel: Azat ou Ankakh Artsakh
Artsac'h dieub ha dizalc'h
Lec'hiadur Artsac'h

Palez ar prezidant e Stepanakert

Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Stepanakert (Khankendi)
39°52′N 46°43′E
Yezh(où) ofisiel Armenieg (1)
Gouarnamant Nann-anavezet
 - Prezidant Arayik Harutyunyan
 - Prezidant ar Vodadenn Vroadel Arthur Tovmasyan
Dizalc'hded diouzh Azerbaidjan 
 - Referendum 10 Kerzu 1991 
 - Disklêriet 6 Genver 1992 
 - Anavezet N'eo ket (2) 
Gorread
 - Hollad 11 458 km²
Poblañs
 - niveradeg 2015 145 053
 - Stankter 33 ann./km²
Moneiz Dram (Armenian) (AMD)
Gwerzhid-eur (UTC+4)
 - Hañv (Eur hañv) (UTC+5)
Kod kenrouedad .am
Kod pellgomz +374 97  (Karabakh Telecome GSM)
1: Ar vonreizh a aotre "implij dieub ar yezhoù all implijet gant ar boblañs".

Republik Artsac'h (armenieg : Արցախի Հանրապետություն Artsakhi Hanrapetut'yun), pe Republik Nagorno-Karabac'h[1] zo ur stadig de facto e Kaokaz ar Su ha n’eo ket anavezet gant ar stadoù all, hag a sell ouzh ar vro-se evel ul lodenn eus Azerbaidjan. En em astenn a ra Republik Artsac'h war ar pezh a oa gwechall oblast emren Nagorno-Karabac'h koulz ha war douaroù a oa etre an oblast kozh-se hag Armenia er gornaoueg hag Iran er c’hreisteiz. Stepanakert eo kêr-benn Republik Artsac'h.

  • ██ Oblast Nagorno-Karabac'h
  • Armeniegerien dreist-holl a oa o chom e Nagorno-Karabac'h pa oa bet embannet dizalc’hiezh Republik Demokratel Azerbaidjan hag Armenia e 1918, goude diskar Impalaeriezh Rusia, ha brezel a voe e-pad ur pennadig etre an div vro nevez da c’houzout gant pe hini ez afe ar rannvro. Fin a voe lakaet d’an tabut pa voe savet an Unvaniezh Soviedel ha savet Oblast emren Nagorno-Karabac'h e-barzh Republik Sokialour Soviedel Azerbaidjan e 1923.
    Pa’z eas an Unvaniezh Soviedel d’an traoñ e voe bec’h etre an div vro adarre. E 1991 e voe graet ur referendom en Oblast emren Nagorno-Karabac'h hag embannet dizalc'hiezh ar vroig. Brezel a savas da-heul etre Armenianed Nagorno-Karabac'h, skoazellet gant Armenia, ha Republik Azerbaidjan. Tri bloaz e padas ar brezel-se, ha pa voe graet harz-an-tan e miz Mae 1994 e oa astennet galloud republik nevez Artsac'h war ur vro kalz ledanoc'h eget an oblast kozh, peogwir e oa unanet outañ an holl zouaroù en em astenne etre Nagorno-Karabac'h hag Armenia. Eus ar c'hontreoù-se e tec'has an darn vrasañ eus an dud na oant ket Armenianed, da gaout repu er peurrest eus Azerbaidjan : 400 000 den, azeriegerien anezho peurliesañ, a oa aet kuit, ken ma kaver bremañ ouzhpenn 95% a armeniegerien e republik Artsac'h.

    Ur vro veneziek eo Artsac'h, gant 1 100 metr a uhelder well-wazh.

    Ur republik eo Artsac'h, gant ur prezidant hag ur parlamant ur gambr hepken ennañ. Liammet-strizh eo ouzh Armenia : ar memes moneiz o deus Artsac'h hag Armenia da skouer. Ha n’eus nemet dre Armenia e c'hell an dud eus an diavaez mont da Artsac'h.

    Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.

    Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    1. Constitution of the Republic of Artsakh. Kavet : 29 Here 2020. “The names 'Republic of Artsakh' and 'Republic of Nagorno-Karabakh' are identical.”