Osetia ar Su

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Республикæ Хуссар Ирыстон(oseteg)
Республика Южная Осетия(rusianeg)
Banniel Osetia ar Su Ardamezioù Osetia ar Su
(Banniel) (Ardamezioù)
Osetia ar Su (gris)
Yezh ofisiel Oseteg
Kêr-benn Tskhinvali
Prezidant Leonid Tibilov
Kentañ Ministr Rostilav Khougayev
Gorread
 – Hollad
 – % dour

3.900 km²
0%
Poblañs
 – Total
 – Stankter
(2004)
70.000 (aprox.)
18 hab/km²
Dizalc'hiezh
 – Disklêriet
 – Anzavet
diouzh Jorjia
28 a viz Du 1991
morse
Moneiz Roubl ha lari
Gwerzhid-eur UTC +3
Ossetia05.png

Republik Osetia ar Su (en oseteg: Республикæ Хуссар Ирыстон, treuzlizherennadur Respoublikae C'housar Iriston, e rusianeg: Республика Южная Осетия, treuzlizherennet Respoublika Ioujnaia Osetia hag e jorjianeg: სამხრეთი ოსეთია, treuzlizherennet Samkhreti Osetia) a zo anezhi ur republik dizalc'h de facto diouzh Jorjia, met n'eo anzavet gant riez ebet er bed, war-bouez Rusia e 2008 war-lerc'h ar brezel gant Jorjia, hag un dornadig broioù all. Gouarnamant kreiz Jorjia en deus lavaret ec'h adpiaouo deiz-pe-zeiz ar veli war ar vro-se, anvet gantañ gant an anv kozh Samatxlabo pe rannvro Tskhinvali (anv ar gêr-benn).

Statud politikel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eo ket anavezet Osetia ar Su gant Aozadur ar Broadoù Unanet pe Unaniezh Europa, a varn anezhi evel un darn eus Jorjia. Un eil referendom en doa aozet gouarnamant disranner Osetia ar Su e miz du 2006 goude ma oa bet nac'het an hini kentañ gant rest ar bed. Evel ma oa rakwelet e choazas an darn vrasañ eus poblañs ar vro mont kuit diouzh Jeorjia.

Referendom war an dizalc'hiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an 12 a viz Du 2006 ez eus bet dalc'het ur referendom war an dizalc'hiezh. En tu-hont da 90 % eus an dud a zo aet da votiñ, ha tost da 99 % o deus votet "ya". N'eo ket bet degemeret ar referendom-se gant ar gumuniezh etrebroadel.

Brezel 2008[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2008 e klaskas arme Jorjia adtapout ar vro dre nerzh, argaset e voe gant Arme Rusia. War-lerc'h e voe anavezet dizalc'hiezh ar vro gant gouarnamant Moskov, koulz ha hini Abc'hazia.

War-du Rusia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an 18 a viz Meurzh 2015 e oa sinet un emglev «kevrediñ ha enframmañ» etre Osetia ar Su ha Rusia, ur bazenn ouzhpenn war-zu an destagadur hervez gouarnamant Tbilisi.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]