Mont d’an endalc’had

Treuznistria

Eus Wikipedia
Република Молдовеняскэ Нистрянэ (Republica Moldovenească Nistreană, roumaneg)

Приднестро́вская Молда́вская Респу́блика (Pridnestrovskaya Moldavskaya Respublika, ruseg)

Придністровська Молдавська Республіка) (Pridnistrovs'ka Moldavs'ka Respublika, ukraineg)
Republik Treuznistria

Banniel Treuznistria Skoed-ardamez Treuznistria
Banniel Skoed-ardamez
Kan broadel: Kan broadel Treuznistria
Lec'hiadur Treuznistria
Lec'hiadur Treuznistria
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Tiraspol


46°50′N 29°37′E

Yezh(où) ofisiel Moldoveg, ruseg, ukraineg
Strolladoù etnek 33,8% Rused ; 33,2% Moldaved ; 26,7% Ukrainiz ; 2,8% Bulgariz ; 1,2% Gagaouziz (hervez niveradeg 2015)
Gouarnamant Republik
 - Prezidant Vadim Krasnoselsky
Gorread
 - Hollad 4,163 km² (172)
 - Dour (%) 2.35
Poblañs
 - istimadur 2018 469 000 ()
 - niveradeg 2004 555,347
 - Stankter 114/km² (77)
Moneiz Roubl Treuznistria ([[ISO 4217|]])
Gwerzhid-eur (UTC+2)
 - Hañv (Eur hañv) (UTC+3)
Kod kenrouedad
Kod pellgomz +373 5
+373 2

Treuznistria[1] zo un rannvro zisranner lec'hiet e-barzh tachenn ofisiel republik Moldova. Daoust ma n'eo anavezet gant stad ebet ha daoust ma'z eo de jure un darn eus Moldova ez a d'ober de facto ur stad dizalc'h gant an anv Republik moldov an Dniestr (e moldoveg: Република Молдовеняскэ Нистрянэ/Republica Moldovenească Nistreană; e rusianeg: Приднестровская Молдавская Республика (Pridnestrovskaia Moldavskaia Respoublika); en ukraineg: Придністровська Молдавська Республіка (Pridnestrovs'ka Moldavs'ka Respublika)), ha graet anezhi ivez Pridnestrovia gant ar rusianegerien ha Transnistria gant ar roumanegerien, Transnistria e lec'h all, ha Treuznistria e brezhoneg, ar pezh a dalv kement hag «en tu-hont d'an Dniestr » (Nistru e roumaneg). Lec'hiet emañ war-du ar reter eus ar stêr-se, etre an dachenn dindan gontroll ar gouarnamant moldovat hag Ukraina. E 1991 eo disrannet ar rannvro-se goude diskar an Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel[2], poblet gant tud a gomz yezhoù slavek dre vras ha renet gant ur gouarnamant komunour.

E 1924 e oa krouet Oblast Emren Moldova e-barzh Republik Soviedel Ukraina. E 1940 e oa krouet Republik Sokialour Soviedel Moldavia e-barzh an URSS.

Poblañsouriezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2004 e oa 555 347 a annezidi hervez niveradeg 2004, hag e 2018 e oa istimet ne chome nemet 469 000 anezho. 133 annezad/km² a oa stankter ar boblañs, ha bremañ n'eo nemet 114.

  1. "Treuznistria", KerOfis (Ofis Publik ar Brezhoneg)
  2. Gwenvael Jéquel, « Treuznistria, ur vro... etre », Bremañ, niv. 413, C'hwevrer-Meurzh 2017, p. 20.