Mont d’an endalc’had

Armenieg

Eus Wikipedia
Armenieg
(Հայերեն)
Perzhioù
Komzet e : Armenia, Nagorno-Karabac'h, Jorjia, Iran, Liban, Siria, Turkia
Rannved : Kaokaz, Reter Nesañ
Komzet gant : war-dro 6 000 000
Familh-yezh : Yezhoù Indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Armenia, Nagorno-Karabac'h
Akademiezh : Akademiezh Vroadel Skiantoù Armenia
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 hy
ISO 639-2 arm, hye
ISO 639-3 hye
Kod SIL HYE
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

An armenieg[1] zo ur yezh indezeuropek (anvet Հայերեն Hayerēn, er yezh end-eeun) a vez komzet en Armenia, gant Armeniz e Turkia, er broioù nes ha gant tud divroet dre ar bed a-bezh. Skrivet e vez gant al lizherenneg armeniek, ul lizherenneg ispisiel krouet e 406 gant Sant Mesrop.

Sellet a reer ouzh an armenieg evel ur skourr dioutañ e-unan e familh ar yezhoù indezeuropek, daoust ma seblant bezañ kar un tammig d’an henc'hresianeg ha m'en deus amprestet meur a dra digant ar yezhoù iranek.

Gant ar yezhoniourien e vez diforc’het div rannyezh vras : hini ar reter (ofisiel e Republik Armenia hag implijet ivez gant armeniegerien Iran, ha hini ar c’hornôg (komzet e broioù ar Reter Nesañ ha gant an divroidi en Europa hag en Amerika).

Komzet e vez armenieg gant war-dro 6 milion a dud[2] hag ouzhpenn an hanter anezho zo o chom e Republik Armenia.

Amprestet en deus an armenieg un toullad gerioù digant yezhoù all : perseg, arabeg, turkeg, rusianeg, galleg, latin. Levezonet eo bet e fonologiezh hag e ereadurezh gant ar yezhoù amezek eus ar C’haokaz. Ur reizhiad troadoù yezhadurel dibar en deus an armenieg, gant 7 troad : nominativel, genitivel, dativel, akuzativel, ablativel, instrumentel, lokativel. N’eus ket a ziforc’h etre anvioù gourel hag anvioù benel avat.

  1. Istor ar Yezhoù Keltiek, levrenn I, p. 4
  2. Ethnologue

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.