Troad dativel
Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad dativel pe dativ pe tro-reiñ (saoz.: dative case; latin: casus dativus, diwar an henc'hresianeg: ἡ δοτικὴ πτῶσις, diwar ar verb διδόναι "reiñ") evit komz eus un droad yezhadurel pennañ a dalvez da verkañ en un doare rik an hini ma vez roet un dra bennak dezhañ/i, o klolaat alies gant an araogenn "da" e brezhoneg
Peurliesañ e talvez an droad dativel da verkañ peurliesañ renadenn dieeun ur verb. A-wezhoù avat e c'hell talvezout e da verkañ ivez renadenn eeun ur verb, da skouer e ruseg ec'h implijer an dativel da verkañ renadenn eeun ar verb "gervel (dre bellgomz)".
Yezhoù skouer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet e vez an droad dativel gant meur a familh-yezhoù dre ar bed, da skouer:
Meur a implij he deus an droad dativel e latin estreget an arc'hwel pennañ, en o zouez:
- Dativus finalis: merkañ a ra an abeg pe ar pal, d.s. venio auxilio ("Dont a ran da (reiñ) sikour");
- Dativus commodi (incommodi): merkañ a ra ar fed ma reer un dra bennak evit unan bennak, d.s. Graecis agros colere ("arañ ar parkeier evit Gresianiz")
- Dativus possessivus: merkañ a ra ar berc'henniezh, implijet alies gant ar verb-stagañ, kevatal da "kaout", d.s. angelis alae sunt ("d'an aelez ez eus eskell", d.l.e "an aelez o deus divaskell")
- Dativus ethicus: merkañ a ra ar fed ma tenn ober ar verb d'an den merket gant an dativel, d.s. quid mihi Celsus agit? ("Fellout a ra din goût petra emañ Celcius oc'h ober");
- Dativus auctoris: kevatal da "heñvelout"/"hervez", d.s. vir bonus mihi videtur ("un den mat eo hervezon"/"Hañvlout a ra bezañ un den mat");
Peurliesañ e vez implijet an droad dativel da verkañ renadenn dieeun, da skouer:
- Er gibt mir da Buch
- "Reiñ ra din al levr"
Implijet e vez an dativel ivez da heul araogennoù resis (aus, außer, bei, mit, nach, seit, von, zu and gegenüber). Implijet e c'hell bezañ an droad dativel araogennoù all (an, auf, hinter, in, neben, über, unter, vor, and zwischen) evit merkañ ur stad lec'hiañ e lec'h an droad akuzativel a dalvez da verkañ ur c'hemm lec'h dinamek (an, auf, hinter, in, neben, über, unter, vor, and zwischen), keñveriit da skouer:
- Dativel
- Das Buch steht auf dem Tisch
- ("War an daol emañ al levr": stad/lec'hiadur hep kemm lec'h)
- Akuzativel
- Ich stelle das Buch auf den Tisch
- ("Lakaat a ran ar levr war an daol": kemm lec'h)
Seul wezh m'emañ stag un [[anv-kadarn] ouzh unnan eus an araogennoù ma rank bezañ implijet gante an droad akuzativel e rank bezañ merket an anv-se en akuzativel daoust ha ma c'hell bezañ renadenn dieeun ar frazenn, keñveriit da skouer:
- Renadenn dieeun dativel
- Ich sandte das Buch zum (= zu dem) Verleger
- "Kas a ris al levr d'an embanner"
- Renadenn dieeun akuzativel
- Ich habe das Buch an meinen Freund weitergegeben
- "Adkas a ris al levr d'am c'heneil"
Dres evel an an dativus e latin (gw. uheloc'h), he deus an droad dativel arc'hwelioù resis all e henc'hresiang, en o zouez:[1]:
- Dativus finalis, d.s. τῷ βασιλεῖ μάχομαι ("Argadiñ evit ar roue");
- Dativus commodi/incommodi, d.s. πᾶς ἀνὴρ αὑτῷ πονεῖ (Sophokles, Ajax 1366; "Pep hini a labour evitañ e-unan").
- Dativus possesivus, d.s. ἄλλοις μὲν γὰρ χρήματα ἐστι πολλὰ καὶ ἵπποι, ἡμῖν δὲ ξύμμαχοι ἀγαθοί. (Thucycdides 1.86.3: "daoust ha m'o deus ar re all kalz a arc'hant, bigi ha kezeg, ni hon eus keneiled vat")
- Dativus ethicus: implijet dreist-holl gant raganvioù-gour evit merkañ ar sevended, d.s. τούτῳ πάνυ μοι προσέχετε τὸν νοῦν. (Demosthenes 18.178; "Taolit evezh, me ho ped")
- Dativus auctoris: merker a ra graer un ober, d.s. πολλαὶ θεραπεῖαι τοῖς ἰατροῖς εὕρηνται. (Isokrates 8.39; "Meur a doare pareañ a zo bet kavet gant ar vezeion")
- Dativus instrumenti: kevatal d'an droad instrumentel, d.s. pμε κτείνει δόλῳ(Homer, Odysseüs 9.407) "Ma lazhañ ran gant un touelladur")
- Dativus modi: merkañ ra an doare, d.s. νόσῳ ὕστερον ἀποθανόντα. (Thukydides 8.84; "Marvet gant/abalamour d'ur c'hleñved")
- Dativus mensurae: merkañ a ra an diforc'h, d.s. τῇ κεφαλῇ μείζονα. (Plato, Phaedo 101a: "Ur pennad brasoc'h"); μακρῷ ἄριστος. (Plato, Lezennoù 729d; "a-bell an hini gwellañ")
Kemmañ a ra an dibennoù a dalvez da verkañ an dativel hervez ma vez staget ouzh un anv-gwan pe ouzh un anv-kadarn, hag ivez hervez an niver hag ar jener da skouer.
E ruseg e talvez an dativel da verkañ renadeen dieeun ur verb dreist-holl hag ivez evit merkañ ar fed ma ac'h unna bennak davet pe betek ul lec'h pe un den all, da skouer:
- E ruseg:
- К врачу ("d'ar mezeg", d.l.e "da welet ar mezeg").
Evele en alamaneg e ranker implijout an dativel ivez da heul ur rummad araogennoù gante un implij resis, d.s.
- По бокам ("a-hed ar riblennoù")
Implijoù all a c'hell kaout an dativel er yezhoù slavek ivez estreget an implijoù pennnañ-mañ, da skouer:
- E poloneg:
- da heul verboù resis, d.s.: dziękować komuś ("trugarekaat unan bennak"); pomóc komuś ("sikour unnan bennak"); wierzyć komuś ("krediñ unan bennak")
- e troiennoù resis, d.s. Czy podoba ci się piosenka? ("Ha plijout a ra dit ar ganaouenn-mañ?"); Jest mi zimno ("Riv am eus")
- dativus commodi: evit merkañ ar fed ma raer un dra bennak evit unna bennak all, d.s. Zbuduję temu człowiekowi dom ("Sevela rin un ti evit an den-mañ")
- pa vez tnnet kuit un dra bennak pe pa degouezh un dra bennak da unan bennak, d.s. Zdechł im pies ("Mervel a reas o c'hi"); Zabrali mu komputer ("Tennañ a rejont e urzhiataer dioutañ")
Peurliesañ e talvez an droad dativel, merket gant al lostger "-ի" (-i) pe "-ին" (-in) e rannyezhoù 'zo eus ar c'hornôg, da verkañ renadenn dieeun an ober, da skouer:
- շուն (šun; "ki") → շունի (šuni; "d'ar c'hi"), d.s.:
- շունի ուտելիք տալիս էիմ (šuni utelik talis eim)
- "D'ar c'hi e rois boued" (= "Reiñ a ris boued d'ar c'hi" )
Implijet e vez ivez evit merkañ ar fed ma kemm lec'h un dra pe un den bennak o vont war-du un dra, ul lec'h pe un den bennak all (arc'hwel pennañ an droad lativel), da skouer:
- տուն (dun; "ti")→ տունին (dunin; "d'an ti"), d.s.:
- տունին մօտեցայ (dunin modetsa)
- "Tostaat a raen ouzh an ti"
Dreist-holl e talvez an dativel en hungareg, merket gant al lostger "-nak/-nek" da verkañ renadenn dieeun un ober, da skouer:
- adtam ezt a könyvet Danielnek
- Reiñ a ris al levr-mañ da zDeniel"
Implijoù all he deus an droad-mañ ivez, da skouer:
- an hevelep arc'wel hag an droad benefaktivel
- implijet e lec'h ar genitivel e troiennoù perc'hennañ, dreist-holl p'emañ liammet meur a anv ouzh egile renk-ouzh-renk kentreze ul liamm perc'henniezh, d.s.:
- Az anya kutyája ("Ki ar vamm")
- Az anyámnak a kutyája("Ki ma mamm")
- Az anyám kutyájának a feje ("Penn ki ma mamm") My mother's dog's head.
- evit pouezañ war un elfenn resis, d.s.:
- Neked van kutyád? ("Ha c'hwi ac'h eus ur c'hi?")
Implijet e vez ivez an droad dativel er yezhoù kaokazek, en o zouez ar jorjieg hag an tsezeg, kalz luzietoc'h ec'hj implijoù avat abalamour d'ar steudadur ergativel implijet gante, ha kenglotaat a ra implij an dativel gant arc'hwelioù troadoù all war un dro hervez degouezhioù yezhadurel resis, da skouer:
- E tsezeg:
Кидбā ужихъор кIетIу биквархо. kidb-ā uži-qo-r kʼetʼu b-ikʷa-r-xo plac'h:OBL-ERG paotr-POSS-DAT/LAT kazh:[III]:ABS III-gwelout-CAUS-BREMAÑ "Ar plac'h a diskwel ar c'hazh d'ar paotr"
Implijet e vez ivez evit merkañ ar berc'henniezh dre ma vank ar verb "kaout" (kv. "bezañ gant" e brezhoneg), d.s.:
Кидбехъор кIетIу зовси. kidbe-qo-r kʼetʼu zow-si plac'h:OBL-POSS-DAT/LAT kazh:ABS bezañ:TREMEN. "Ur c'hazh he doa ar plac'h"
Gwelit ivez:
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Troad araogennek: implij an "droad dativel" er yezhoù gouezlek
Liammoù diavaez:
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Hungarian dative case from www. HungarianReference.com
- Dative Case in Russian
- Resources to learn Dative Case in Russian
Mammennoù:
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Morwood, James. Oxford Grammar of Classical Greek. Oxford University Press, 2002. (ISBN 0-19-521851-5)