Troad prolativel

Eus Wikipedia

Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad prolativel (saoz. prolative case) evit komz eus un droad a dalvez da deskrivañ ar fed ma tremen un dra pe un den bennak dre un dra bennak, o klotaat mui-pe-vui gant an araogennoù "dre" pe "a-dreuz" e brezhoneg, da skouer en morvdeg-erzyeg:

"кузга" (kouz-ga): "war/dre ur wezenn-bin"
"велева" (vele-va): "dre ur gêriadenn"

Alies eo bet astennet e ster, deuet da dalvezout "en ur ober gant" pe "oc'h implijout an doare-mañ'n-doare" evit kas un ober da-benn, evel e finneg (prolatiivi), kollet gantañ e ster-rik kentañ, da skouer:

"posti" ("post") "postitse" ("dre ar post")
"puhelin" ("pellgomz") "puhelimitse" ("gant ar pellgomz"/"o pellgomz")
"meri" ("mor") "meritse" ("war vor", d.s. "mont war vor")


Troadoù tost o ster[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Troadoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Troad Ster Skouer Yezhoù
Perlativel mont a-dreuz pe a-hed a-dreuz/dre/a-hed an ti evenkieg | toc'hareg A & B | warlpirieg | yankunytjatjaraeg
Prolativel mont/tremen a-hed ur c'horeenn pe dre un hent dre an ti erzyeg | estonieg | finneg | tlingiteg
Prosekutivel mont a-dreuz pe a-hed a-hed ar straed groenlandeg
Vialis dre/gant oc'h implijout an ti/dre an ti/gant an ti inuktitut

An troad prolativel en euskareg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Alies ec'h implijet an hevelep termen "troad prolativel" (eusk. prolatiboa) evit envel un droad implijet en euskereg, merket gant al lostger -tzat pe -tako[1]. Disheñvel-krenn eo implij an traod euskarek-mañ diouzh hini an traod prolativel-rik, hag evit lakaet sklaer an diforc'h eo bet anvet "esivel / translativel"[2], rak talvezout a ra da verkañ ar fed ma vez lakaet un dra da dalvezout evit un dra all en o c'heñveriañ, da skouer:

hiltzat eman "leuskel anezhe evel ma vijent marv (d.l.e "evel tud varv daoust ha m'int bev")
lelotzat hartu zuten "e lakaat a rejont da c'henaoueg" (met n'eo ket genaoueg)[3].

Tostoc'h eo an droad instrumentel en euskareg (merket gant al lostger -[e]z) ouzh ster astennet an troad prolativel (suffix -[e]z).

Mammennoù:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Check for example: Ilari Zubiri and Entzi Zubiri's Euskal Gramatika Osoa (Bilbao: Didaktiker, 1995); the declension reference at the website of the Basque Autonomous Government's Institute for Euskaldunization and Alphabetization of Adults (HABE); etc.
  2. Jon D. Patrick, Ilari Zubiri: A Student Grammar of Euskara (Munich: Lincom Europa, 2001) [1]
  3. Examples (translated from Spanish) given in Luis Baraiazarra's Diccionario 3000 Hiztegia (available online at euskadi.net), under the entry for Spanish "dar" [2].


Gwelit ivez:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]