Benefaktivel (Troad)
Neuz
Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad venefaktivel (saoz.: benefactive case) evit komz eus un droad a dalvez da verkañ evit piv pe evit petra e kaser da benn un ober bennak.
Peurliesañ e klota an droad venefaktivel gant an araogenn "evit" e brezhoneg.
Skouerioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da skouer:
- en euskareg:
- gizon ("paotr") → gizonarentzat ("evit ar paotr")
- gizonak "Paotred") → gizonentzat ("evit ar baotred")
Implij e yezhoù ar bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet e vez an droad venefaktivel gant an euskareg.
Implijet e vez ivez an droad venefaktivel gant ar tangc'houleg-nagaeg (tangkhul-naga), ur yezh tibetek-burmek anezhi, merket gant al lostger "-wiʋaŋ".
Benefaktivel kv. dativel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dres evel e latin ma reer dativus commodi anezhi, e ketchwaeg e klota merk an droad venefaktivel gant hini an dativel (lostger "-paq"), da skouer:
- wasi ("ti") → wasipaq ("evit an ti"/"ti (dativel)")