Mont d’an endalc’had

Benefaktivel (Troad)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Troad venefaktivel)

Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad venefaktivel (saoz.: benefactive case) evit komz eus un droad a dalvez da verkañ evit piv pe evit petra e kaser da benn un ober bennak.

Peurliesañ e klota an droad venefaktivel gant an araogenn "evit" e brezhoneg.

Da skouer:

gizon ("paotr") → gizonarentzat ("evit ar paotr")
gizonak "Paotred") → gizonentzat ("evit ar baotred")

Implij e yezhoù ar bed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Implijet e vez an droad venefaktivel gant an euskareg.

Implijet e vez ivez an droad venefaktivel gant ar tangc'houleg-nagaeg (tangkhul-naga), ur yezh tibetek-burmek anezhi, merket gant al lostger "-wiʋaŋ".

Benefaktivel kv. dativel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dres evel e latin ma reer dativus commodi anezhi, e ketchwaeg e klota merk an droad venefaktivel gant hini an dativel (lostger "-paq"), da skouer:

wasi ("ti") → wasipaq ("evit an ti"/"ti (dativel)")