Troad araogennek

Eus Wikipedia

Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad araogennek (saoz.: prepositional case) evit komz eus un droad implijet da verkañ un anv-kadarn da heul n'eus forzh peseurt araogenn.

Implijet e vez an droad-mañ gant ar yezhoù slavek, en o zouez ar ruseg hag ar poloneg, hag ivez gant meur a yezh slavek all, daoust ha ma c'hell bezañ anvet en un doare disheñvel, da skouer e slovakeg (anvet ''lokál evit lakaat an diforc'h etrezi hag an droad lokativel, lokatív), da skouer:

  • E ruseg:
в школе ("er skol")
в доме ("er gêr")
на столе ("war an daol")
о студенте ("diwar-benn ar studier")

E gwirionez eo kalz tostoc'h d'an droad araogennek an droad anvet dativel e yezhadurioù gouezeleg Skos evit d'an droad dativel rik, da skouer:

  • e gouezeleg Skos:
taigh ("ti") -> do thaigh ("d'un ti")

Un doare droad araogennek eo an droad graet anezhi "troad oblikel kentañ" e pachtoueg, implijet gant araogennoù resis:

liwe -> lewano ("bleiz")
ghwa -> ghwagano ("buoc'h")

Mammennoù:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Dessart, Laurent (1994) Parlons pachto, Pariz: L'Harmattan

Gwelit ivez:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]