Troad inelativel

Eus Wikipedia

Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad inelativel (saoz.: inelative case) evit komz eus un droad o klotaat mui-pe-vui gant an araogenn "eus (diabarzh)" e brezhoneg.

Implijet e vez gant al lezgieg, savet dre ouzhpennañ al lostger ("-дай"; -day) d'ar stumm ergativel, da skouer:

"Варшавадай Тегьрандиз саки вад югъ рехъ ава."
Varchavaday Tehrandiz saki vad jugh reqh ava.
"Hogozik pem devezh e-pad ar viaj eus Varsovia da dTehran".

Implijoù astennet all he deus an droad-mañ ivez, da skouer:

"Заз гайи куьмекдай ваз сагърай лугьузва"
Zaz gayi kumekday vaz saghray luhouzwa.
"Da drukarekaat a ra evit ar sikour ac'h eus prestet din"

Mammennoù:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Haspelmath, Par Martin (1993) A Grammar of Lezgian, Walter de Gruyter