Troad subdirektivel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad subdirektivel (saoz.: subdirective case) evit komz eus un droad a dalvez da verkañ an abeg, o klotaat mui-pe-vui gant "abalamour da" e brezhoneg.

Implijet e vez ral a wezh gant al lezgieg, savet dre ouzhpennañ al lostger ("-кди"; -kdi) d'ar stumm ergativel, da skouer:


"Жанавур кашакди гиликьна"
janavour kachakdi giliq'na
"Mervel a reas ar bleiz gant (d.l.e. "abalamour da") an naon"


Mammennoù:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadurezh:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Haspelmath, Par Martin (1993) A Grammar of Lezgian, Walter de Gruyter