Troad ergativel
Neuz
Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad ergativel (saozneg : ergative case) evit komz eus un droad implijet evit merkañ rener graer ur verb tranzitivel ("A").
Enebet e vez ouzh an droad absolutivel implijet evit merkañ koulz rener ur verb amdranzitivel ("S") ha renadenn/gouzañver ur verb tranzitivel ("O"/"P").
Implijet e vez an droad-mañ gant ar yezhoù gante ur steudadur morfologel-kevreadurezhel ergativel-absolutivel.
Peurliesañ e vez merket an droad ergativel ha amverk an droad absolutivel er yezhoù ergativel-absolutivel, da skouer :
- er yezhoù eskimoek-aleoutek : greunlandeg, inuktitut ;
- er yezhoù indez-aryek : hindeg, yezhoù kaokazek, tchetcheneg, jorjieg ;
- er yezhoù mayek ;
- er yezhoù mic'hel-sokek (mixe–zoque) ;
- e yezhoù Aostralia : wagimaneg ;
- e yezhoù digenvez : euskareg, bourouchaskeg ;
- er yezhoù tibetek-burmek : tibeteg