Troad ablativel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad ablativel, ablativ pe tro-bellaat (saoz.: ablative case, diwar al latin ablatus, an anv-gwan-verb auferre "tennañ kuit/lemel") evit komz eus un droad o klotaat mui-pe-vui gant an araogennoù diwar, diouzh pe eus e brezhoneg.

Implijoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a implij resis e c'hell kaout an droad ablativel, da skouer

E latin

  • Ablativ lec'hiañ: arc'hwel pennañ, implijet alies a-gevret gant un araogenn (ab/ā/abs, ex/ē ha ), d.s.
ex agrīs "diwar ar maez"
  • Ablativ adverbel, d.s.:
magnā (cum) celeritāte "a dizh bras", d.l.e. "buan-tre" (kv. "troad adverbel")
  • Ablativ disrannañ, d.s.:
Eōs timōre līberāvit "O dieubiñ a reas diouzh an aon"
  • Ablativ binviaouel, d.s.:
oculīs vidēre "gwelet gant an daoulagad" (kv. "troad instrumentel")
  • Ablativ doareañ, implijet alies gant an araogenn cum, d.s.:
cum cūrā "gant aked"
  • Ablativ amzeriañ, d.s.:
aestāte "en hañv"
  • Ablativ absolutivel, d.s.:
Urbe captā, Aenēas fugit, "ur wezh tapet ar gêr e tec'has Aeneas"
  • Ablativ degouezhel, d.s.:
magno cum clamore ciuium ad urbem perueniunt "kanañ a reas meuleudi dezhe ar pobl e-kerzh ma oant o tegouezhout er gêr"
  • Ablativ ambroug, implijet atav gant an araogenn cum, d.s.:
Cum amīcīs vēnērunt "Dont a rejont gant keneiled"
  • Ablativ partitivel, d.s.
centum ex virīs "kant diwar ar wazed" (kv. "troad partitivel")
Caesar ā dīs admonētur "Lakaet emañ Caesar war evezh gant an Doueed"
  • Ablativ araogennek, implijet gant araogennoù resis, d.s.:
pro nibis "evidomp-ni"

Keñveriit ivez[1]:

Akuzativ: in casā "e diabarzh an ti"
Ablativ: in casam "(o vont) en ti (eus er-maez eus an ti)"

Yezhoù skouer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yezhoù indezeuropek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Implijet e vez an droad ablativel e meur a yezh indezeuropek, en o zouez an armenieg, an albaneg hag ar sañskriteg, da skouer:

  • En armenieg, merket gant al lostgerioù "-e" (amstrizh) hag "-en" en armenieg ar C'hornôg ha gant al lostger "-its" en daou degzouezh en armenieg ar Reter, da skouer:
Armenieg ar C'hornôg
(Nominativ): mart "gour/gwaz"
Ablativ (strizh): marten "eus ar gour"
Ablativ (amstrizh): marte "eus ur gour"
Armenieg ar Reter
(Nominativ): mard "gour/gwaz"
Ablativ (strizh): mardits "eus ar/ur gour"

Meur a implij he deus an droad-mañ en armenieg (skouerioù en armenieg ar C'hornôg):

  • Arc'hwel lec'hiañ pennañ ("diwar"/"eus"...), d.s.:
kaghaken katsi "dont a ran eus ar gêr"
asteghen heroo g'abrei "gwezhall e oan o chom pell ac'halan", d.l.e. "pell diouzh amañ"
ine misht g' sirveis. "Karet e oas bet atav ganin"
  • Talvezout a ra ivez da geñveriañ traoù an eil re gant ar re all er yezh komzet dreist-holl (kv. "troad komparativel"), d.s.: The
Mariam ekhperen b'zdig eh "mari a zo bihanoc'h (=yaouankoc'h) evit he breur"
ine var "a-is din"
anontsne verch "war o lerc'h"

Yezhoù ouralek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Implijet e vez an droad ablativel gant ar yezhoù ouralek, en o zouez ar yezhoù finnek-ougrek, d.s. ar finneg hag an hungareg.

Nominativ pöytä "taol" → ablativ pöydäl "diwar an daol"

Meur a implij resis he deus an droad-mañ e finneg, da skouer:

  • eus/diwar ul lec'h
katolta "eus/diwar an doenn"
rannalta "eus an aod"
  • chom a-sav d'ober un dra bennak (implijet a-gevret gant ar verb lähteä "paouez/chom a-sav"), d.s.:
lähteä tupakalta "paouez da vutuniñ"
  • gant ar pemp skiant, d.s.:
haisee pahalta ("c'hwezh flaer a zo gantañ/i")
kuulostaa mukavalta ("plijus eo da selaou outañ/i")

Yezhoù altaek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Implijet e vez an droad ablativel gant ar yezhoù altaek, en o zouez ar yezhoù mongolek (en o zouez ar mongoleg), hag ar yezhoù turkek (en o zouez an turkeg hag an azerieg), da skouer:

ev ("ti") → evden ("eus an ti")
at ("marc'h") → attan ("diwar varc'h"/"diwar ar marc'h")

Liammoù diavaez:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mammennoù:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Wheelock, Frederic M. Wheelock's Latin, HarperCollins, 2005. ISBN 0-06-078371-0