Troad vialis

Eus Wikipedia

Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad vialis (saoz. vialis case) evit komz eus un droad a dalvez da deskrivañ ar fed ma tremen un dra pe un den bennak a-hed ur c'horeenn pe un hent, o klotaat mui-pe-vui gant an araogennoù "gant", "dre" pe "oc'h implijout" e brezhoneg.

Implijet e vez an droad vialis gant gant ar yezhoù eskimoek-aleutek, da skouer en inuktitut:

"iqaluk" ("pesk")
  • Vialis:
"qalukkun" ("dre ar pesk"/"oc'h ober gant ar pesk")

Troadoù tost o ster[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Troad Ster Skouer Yezhoù
Perlativel mont a-dreuz pe a-hed a-dreuz/dre/a-hed an ti evenkieg | toc'hareg A & B | warlpirieg | yankunytjatjaraeg
Prolativel mont/tremen a-hed ur c'horeenn pe dre un hent dre an ti erzyeg | estonieg | finneg | tlingiteg
Prosekutivel mont a-dreuz pe a-hed a-hed ar straed groenlandeg
Vialis dre/gant oc'h implijout an ti/dre an ti/gant an ti inuktitut

Gwelit ivez:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]