Tlingiteg
Neuz
| Tlingiteg (Lingít /ɬɪŋkɪt/) | |
|---|---|
| En arvar | |
| Perzhioù | |
| Komzet e : | Stadoù Unanet, Kanada |
| Rannved : | Alaska, Kolombia Breizh-Veur, Yukon |
| Komzet gant : | 1 141 (2006-2010) |
| Renkadur : | goude 100 |
| Familh-yezh : | Yezhoù na-dene
|
| Statud ofisiel | |
| Yezh ofisiel e : | |
| Akademiezh : | hini ebet |
| Kodoù ar yezh | |
| ISO 639-1 | |
| ISO 639-2 | tli |
| ISO 639-3 | |
| Kod SIL | TLI |
| Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. | |
Ur skourr eus ar familh-yezhoù na-dene eo an tlingiteg komzet gant ur bobl-orin e gevred Alaska, e Yukon hag e Kolombia Breizh-Veur (Kanada) hag un nebeudig e Stad Washington (USA). Ur yezh en arvar an hini eo rak n'eus ken nemet un tammig en tu-hont da 1 000 den hag a ra ganti, an holl anezhe barrek war ar saozneg ivez.
Emeur oc'h ober strivoù bras evit reiñ lusk da yezh ha sevenadur en-dro e gevred Alaska.
Peder rannyezh pennañ a zo: hini an hanternoz (anvet yakoutateg); hini ar c'hreisteiz; hini an diabarzh komzet tro-dro da Lenn Atlin ha da Lenn Teslin (Kanada). Damvarv eo ar pevare rannyezh a reer tongaseg (taanta K̲wáan) outi.