Troad instrumentel-komitativel
Neuz
Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad instrumentel-komitativel (saoz.: instrumental-comitative case) evit komz eus un droad o klotaat war un dro gant implij an droad instrumentel diouzh un tu ha gant hini an droad komitativel diouzh an tu all, kevatal mui-pe-vui ouzh an araogenn "gant" e brezhoneg.
Implijet e vez an droad-mañ gant an hungareg, merket gant al lostger "-(v)el"/"-(v)al", da skouer:
- Implij instrumentel:
- utazom busszal (diwar an nominativel: busz)
- "mont a ran gant ar c'harr-boutin"
- Implij komitativel:
- Én lakom két emberrel (diwar an nominativel: ember)
- "Bevañ a ran gant daou den"