Republik Demokratel Azerbaidjan

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Kartenn eus Republik Demokratel Azerbaidjan

Republik Demokratel Azerbaidjan (en azerbaidjaneg : Azərbaycan Xalq Cümhuriyyəti) a oa ur republik demokratel ha laik, unan eus ar re gentañ er bed muzulman. Berrbad e voe buhez ar stad-se, krouet e dibenn Impalaeriezh Rusia, pa ne badas nemet eus miz Mae 1918 betek miz Ebrel 1920. Met krouet e voe a-raok Republik Turkia ha pelloc'h e padas eget div republik vihan, berroc'h o fad c'hoazh, krouet e broioù eus an impalaeriezh rusian gozh : Republik Pobl Krimea (Kerzu 1917-Genver 1918) ha Stad Idel-Oural (Meurzh 1918).

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet e voe Republik Demokratel Azerbaidjan d'an 28 a viz Mae 1918 goude diskar an Impalaeriezh rusian. En hanternoz dezhi e oa Rusia, er gornaoueg, Republik Demokratel Armenia, hag er c'hreisteiz, Impalaeriezh Persia. Ganet e voe diwar rannidigezh Republik Kevreadel Demokratel Kaokaz ar Su (pe Transkaokazia) a oa bet klasket sevel e miz Ebrel 1918, met buan ez eas pep hini diouzh he zu an teir bro a oa enni, Jorjia, Armenia hag Azerbaidjan.

Gəncə, pe Ganja, e oa kêr-benn da c'hortoz ar republik, dre ma oa aloubet Bakou (Bakı) gant ar Volcheviked. Gant ar strollad politikel Müsavat e voe kinniget ober gant an anv "Azerbaidjan", un anv hag a dalveze betek neuze da envel proviñsoù gwalarn Iran. Mammad Amin Rasulzade, unan eus diazezerien ar strollad Müsavat, e oa prezidant ar republik ha sellet a reer outañ evel "tad ar vro".

E-touez an traoù a voe graet da vare ar Republik Demokratel e ranker menegiñ e voe roet ar gwir da votiñ d'ar merc'hed (ar vro vuzulman gentañ e voe oc'h ober kement-all) hag e voe savet ur skol-veur e Bakou.

E miz Ebrel 1920 e voe aloubet ar vro gant armeoù an Unvaniezh Soviedel hag e 1922 e voe lakaet e-barzh Republik Sokialour Soviedel Treuzkaokazia. Kavout a rae da Lenin ha da renerien an Unvaniezh Soviedel ne c'hallent ket bevañ hep tireoul Azerbaidjan.