Mont d’an endalc’had

Sumatera

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Sumatra)
Pelec'h emañ Sumatera en Indonezia
Sumatera
Lenn Toba

Sumatera, pe Sumatra[1], zo unan eus inizi Indonezia. Ar c'hwec'hvet enezenn vrasañ er bed eo Sumatera, gant 470 000 km².

Un enez hir eo, en em astenn eus ar gwalarn d'ar gevred, ha tremen a ra ar c'heder drezi. Menezioù uhelik zo en enez, nemet er reter anezhi. Er gevred emañ Jawa, rannet diouzh Sumatera gant strizh-mor Sunda. En hanternoz emañ Ledenez Malaya, en tu all da strizh-mor Malaka. Er reter emañ enez Borneo.

Ul lodenn vat eus ar c'hoadegi trovanel a c'holoe Sumatera gwechall zo bet diskaret. Kement-se a laka en arvar spesadoù loened dibar evel orangoutan Sumatra, tigr Sumatra pe frikorneg Sumatra, kenkoulz ha spesadoù plant zo.

Rannet eo an enez, hag an enezennoùigoù zo tro-dro, e nav froviñs :

En Aceh, lodenn gornôk Sumatera, ez eus un emsav a stourm evit dieubidigezh ar broviñs diouzh Indonezia, met paouezet eo ar stourm armet bremañ.

N'eo ket ken poblet Sumatera ha Jawa, pa n'eus nemet 45 milion a dud en enez. Medan ha Palembang eo ar c'hêrioù pennañ. Muzulmiz eo an darn vrasañ eus an dud, daoust ma'z eus un toullad kristenien ivez e Sumatera Utara.

  1. Sumatera eo an anv indonezek ofisiel ha Sumatra an anv boas e kalz yezhoù all