Strizh-mor Malaka
Bro an diazad | Malaysia, Indonezia, Singapour |
---|---|
Anvet diwar | Malacca |
Stad | Indonezia, Malaysia, Singapour |
Daveennoù douaroniel | 2°30′0″N 101°10′0″E |
Emañ strizh-mor Malaka etre Ledenez Malaysia hag Indonezia (ul lodenn anezhi, enez Sumatra). Ul liamm etre Mor Andaman, ul lodenn eus Meurvor Indez, ha Mor Sina ar Su eo dre un tremen hir kenañ hag ar strizh-mor hirañ er bed eo: 930 km hirder zo dezhañ, hag etre 38 ha 393 km ledanded, met e anvet ar poentoù strishañ strizhoù-mor ivez ken ez eus ur strizh-mor Philips, ar poent strishañ a gaver e strizh-mor Singapour !
Ul lec'h treizhidell-mor eus ar pouezusañ er bed eo strizh-mor Melaka pa vez implijet evit kas an darn vuiañ eus an tireoul o deus ezhomm Sina ha Japan, ar re-se e-touez bevezerien vrasañ an energiezh. Daou borzh-kenwerzh bras a zo war e riblennoù, Malaka (Indonezia), ur gêr anvet Malakka pe Malacca e meur a yezh, ha Singapour, ar "geoded-riez", da-gentañ-holl.
Pouez douarstrategel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un hent-mor strategel eo ar strizh-mor, kevatal e-keñver an treizhidell da Ganol Suez. Muioc'h eget 50 000 lestr a ya drezañ bep bloaz, da lavaret eo 20 pe 25% treizhidell-vor er bed hag an hanter eus an tireoul treuzdouget war vor.
Ul liamm bedel eo pa 'z eus 4 riez eus ar re galloudusañ ha plobetañ, tal e benn kornôg India ha Indonezia war e riblenn Su ha pelloc'h Sina ha Japan.
Kudennoù surentez a zeu bemdez diwar ar morbreizherezh (morbreizherien a zo etre Malaysia ha Borneo) hag dreist-holl ez eus aon ma ve taget ul lestr bras gant sponterien : ken strizh eo ar ganol-vor en e greiz (ha n'eus nemet 25 m donded) ma vije posupl stankañ anezhañ evit pell hag e vije ur skoilh bras evit armerzh ar bed.