Arar
- An Arar eo ivez anv kozh ar stêr Saône.
An arar (erer el liester, diwar arare, arat, e latin) a zo ur benveg da labourat an douar, pe da arat, hag a anavezer abaoe ar bloavezhioù 3000 (IVvet milved kent JK) e Mezopotamia.
Staget e veze ul loen outi, sachet e veze gantañ, ha drailhet gorre an douar. Hiziv e lavarer ne veze ket digoret don a-walc'h an douar, pa ne veze graet nemet kignat anezhañ. Da gentañ ne oa nemet un tamm koad en he fezh, goude eo betek pemp tamm a yae d'ober anezhi.
Taolenn
An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Arar pe alar a vez implijet, hag ivez alaer.
Daou venveg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An arar goad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
(Foto: Nathan Freitas)Honnezh eo ar benveg kozh implijet e Breizh betek dibenn an eil brezel bed e tachennoù zo.
An arar houarn pe dir[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Honnezh eo ar benveg a vez graet "brabant", "klev houarn" (pe "klevioù") (er vro vigoudenn), "daoubenneg" (e-kichen Douarnenez), anezhi ivez.
Ar penn a-raok a vez graet ar c'hilhoroù anezhañ.
Arar a-vremañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() Un arar a-vremañ a vez staget ouzh un trakteur. |
Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E skridoù zo e vez komzet eus meur a seurt erer:
- Un arar da blomañ (TBP 1/118) zo un arar da freuziñ douar
- Un arar da gignat ( TBP 2/257): ne ra nemet kignat an douar.
Un devezh-arat[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Implijoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E Breizh, e Karaez, e vez aozet ur fest a vez graet Gouel an Erer Kozh anezhi.