Niveradur roman
Implijet eo bet an neveradur roman gant Romaned an Henamzer evit skrivañ gant 7 lizherenn hepken an niveroù anterin eus 1 betek e-tro 4000 pe 5000. Ne anavezent ket ar mann avat, pe gentoc’h ne veze ket lakaet da niver[1].
Skoueriekaet eo bet an niveradur evit an implijoù a-vremañ. Diazezet eo war 3 fennaenn :
- kement lizherenn lakaet a-zehoù d'unan all brasoc’h pe kevatal he zalvoudegezh dezhi hec’h-unan a vez sammet ganti : XI = X + I = 10 + 1 = 11 ;
- kement lizherenn unanenn lakaet diouzhtu a-gleiz d'ul lizherenn all kreñvoc’h he zalvoudegezh a verk e ranker lemel an niver anezhi diouzh an niver a zo war he lerc’h : IX = X - I = 10 - 1 = 9 ;
- bodet eo an talvoudoù en urzh digreskiñ, nemet evit an talvoudoù da lemel diouzh ar reolenn a-us.
Notadur klasel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sifroù roman |
Talvoudoù | Talvoudegezh |
---|---|---|
I | 1 | ur biz / ur varrenn |
V | 5 | un dorn / un ask |
X | 10 | daou zorn / ur groaz |
L | 50 | ? |
C | 100 | Centium (100 e latin) |
D | 500 | ? |
M | 1000 | Mille (1000 e latin) |
V | 5000 ha + | M usskrivet[2] |
Meur a adstumm zo bet koulskoude a-hed an Istor a-raok na vije degemeret ar patrom-mañ, ken war an doare da dresañ an niveroù ha war an doare da jediñ. "Mil" (1000), da skouer, a c’hall bezañ skrivet M (an doare implijetañ) hogen ivez C(I) pe I barrenn.
Gant ar reizhiad-mañ e c’haller skrivañ an holl niveroù eus 1 da 3 999. Evit an niveroù brasoc’h ec’h implijer ar varrenn a-led a-us an niver evit merkañ ur feur 1 000 ha div varrenn evit ur feur 1 000 000.
Unanennoù | Unanennoù + 10 | Degadoù | Kantadoù | Miliadoù |
---|---|---|---|---|
1 = I | 11 = XI | 10 = X | 100 = C | 1000 = M |
2 = II | 12 = XII | 20 = XX | 200 = CC | 2000 = MM |
3 = III | 13 = XIII | 30 = XXX | 300 = CCC | 3000 = MMM |
4 = IV | 14 = XIV | 40 = XL | 400 = CD | |
5 = V | 15 = XV | 50 = L | 500 = D | |
6 = VI | 16 = XVI | 60 = LX | 600 = DC | |
7 = VII | 17 = XVII | 70 = LXX | 700 = DCC | |
8 = VIII | 18 = XVIII | 80 = LXXX | 800 = DCCC | |
9 = IX | 19 = XIX | 90 = XC | 900 = CM |
Hentenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evit gouzout talvoudegezh un niver skrivet gant sifroù roman e ranker e lenn a-gleiz da zehoù. Mard eo ur sifr brasoc’h eget pe kevatal d'ar sifr a zo war e lerc’h, e sammer anezho o-daou. A-hend-all e vez lamet. War-lerc’h 4000 e kemm ar reolenn. Ne vez ket implijet ar reizhiad dilem evit a miliadoù.
- XVI = 10 + 5 + 1 = 16
- XIV = 10 - 1 + 5 = 14 (rak I zo bihanoc’h eget V)
- DIX = 500 - 1 + 10 = 509 (rak I zo bihanoc’h eget X)
- MMMCMXCIX = 1000 + 1000 + 1000 - 100 + 1000 - 10 + 100 - 1 + 10 = 3999
- MMMMDCCCCLXXXVIII = 4988, an niver roman hirañ hervez an niver a arouezennoù.
N'eus ket bet graet atav gant ar reolennoù-se, dreist-holl evit an enskrivadurioù : meur a zoare hentenn o deus kenvevet an eil gant eben, evel IIX evit VIII pe VIIII evit IX. N'eus ket re bell zo eo bet stabilaet an doare ober a-vremañ.
Implijoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet e vez c’hoazh ar sifroù roman hiziv an deiz evit skrivañ anvioù an c’hantvedoù hag ar milvedoù dreist-holl. Da skouer « an XXIvet kantved » hag « an IIIe milved ». Kavet e vez sifroù roman war dremmoù an horolajoù hag an eurieroù ivez. Alies e vez skrivet IIII warno e-lec'h IV evit 4 ; d'ober bravoc’h eo traken : evel-se e vez savet ar pevar sifr kentañ diwar un I hepken (I, II, III ha IIII), ar pevar da heul diwar ur V (V, VI, VII, VIII) hag ar pevar diwezhañ diwar un X (IX, X, XI, XII). Mat eo gouzout ivez eo ken kozh ar skrivadur IIII hag ar marevezh roman hag ez eo bet implijet e-pad pell en enskrivadurioù, e dornskridoù ar Grennamzer hag en embannadurioù klasel a-gevret gant ar skrivadur IV.
Gwechall e veze implijet ar sifroù roman evit merkañ bloaz savidigezh an tiez, dreist-holl ar savadurioù ofisiel pe velestradurel. C’hoarvezout a ra c’hoazh d'an den en em gavout gant sifroù evel-se ouzh talbenn tiez kozh.
Tamm-ha-tamm eo bet dilezet ar sifroù roman hag erlec’hiet int bet gant sifroù anvet « arabek ». Ar re-se a ra gant ur reizhiad dekvedennel. Emsavoc’h eo rak gallout a reer evel-se skrivañ sifroù berroc’h gant a-boan muioc’h a arouezennoù (10 e-lec’h 7), hag e c’heller implijout an niver mann (0) ; ouzhpenn-se e c’heller skrivañ ar sifroù a-steud, ar pezh a aesa kalz ar jediñ war baper.
Skouerioù sifroù roman
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
|
Ur wech bet diazezet an emglevioù skrivañ e ouezer skrivañ sifroù anterin gant sifroù roman. Ne rae ket jedoniourien gwechall gant an notadur-se evit ober sammadennoù pe liesadurioù avat. Gant abakennoù e veze graet. Gant-se e raent gant un niveradur delec’hiet hep gouzout dezho ha ne welent ket e vije bet tu dezho da implijout an niveradur delec’hiet-se evit skrivañ an niveroù ur wech da vat.
Adstummoù krennamzerel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-wechoù eo bet disleberet skrivadur ar sifroù roman er Grennamzer.
- 4 zo bet skrivet IIII e-lec’h IV, ar pezh a zo un adstumm kozh e gwirionez. Dalc’het eo bet an implij-se en horolajerezh ma vez skrivet IIII evit 4 eur, evit aesaat al lenn war ur skramm ront ha plijout d'ar gweled dreist-holl.
- A 80 da 400 e konter dre ugent, o lakaat ar sifr ugent (XX) da c’hallouder : da lavaret eo IIIIXX evit 4 x 20 = 80 ; e Breizh e veze implijet kalz an doare jediñ dre ugent-se gant an dud betek nevez-tre zo : "c'hwec'h-ugent" a oa 120; "tri-ugent" (60) ha "pevar-ugent" (80) zo chomet bev. E Pariz ez eus un ospital anvet hôpital des Quinze-Vingts ma oa 15 x 20 = 300 gwele er bloaz 1260.
- Evit ar c’hantadoù e c’haller merkañ an niver a gantadoù heuliet gant merker ar c’hantadoù (c pe, el liester ctz evit centz) evel gallouder : 300 a skrived eta IIIc(tz).
|
- E lod skridoù eus ar XVvet kantved hag ar XVIvet kantved ec’h implijer ivez :
- ↀ pe (I) evit 1000.
- ↁ pe I)) evit 5000.
- ↂ pe ((I)) evit 10 000.
- I))) evit 50 000.
- (((I))) evit 50 000.
Met ne implijer ket an notadur-se evit notenniñ lamadurioù : 4000 a skriver MMMM ha neket MI)).
Ur pennad eus an heuliad Reizhiadoù niveriñ eo ar pennad-mañ. |
Sifroù arabek |
Niveradurioù |
arabek – armenianek |
babilon – sinaek |
koptek – egiptek |
etiopiek – gresianek |
gotek – hebraek |
India – japanek |
maya – mongol |
nesan – roman |
slav – thailandek |
lec’hiadel |
Jediñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Marteze ez eo bet kaset implijerien an niveradur roman da anavezout lod disoc’hoù dre an eñvor a-benn bezañ gouest da jediñ aesoc’h. Da skouer, mar gouient en a-raok petra a oa liesad XII x XII (= CXLIV, 144) e oa aes dezho dezastum liesad XII dre unan nebeutoc’h pe unan muioc’h.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Ifrah, Georges : Histoire universelle des chiffres, levrenn 1, pp. 454–460, Robert Laffont, 1994 (ISBN 978-2-221-05779-7)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Gwelet ar pennad Steradurezh hollek.
- ↑ Pe tenn eeun, testeniekaet abaoe an Henamzer.