Niveradur nesan
| Ur pennad eus an heuliad Reizhiadoù niveriñ eo ar pennad-mañ. |
| Sifroù arabek |
| Niveradurioù |
| arabek – armenianek |
| babilon – sinaek |
| koptek – egiptek |
| etiopiek – gresianek |
| gotek – hebraek |
| India – japanek |
| maya – mongol |
| nesan – roman |
| slav – thailandek |
| lec’hiadel |
Get an Hitited e veze implijet an niveradur nesan. Un dispakadur dekredel eo, petra bennak ma c'halle c'hoarvezout gant lod niveroù na oant ket galloudadoù a 10 bout lieskementet e nesaneg, e-giz ma vez graet e yezhoù arall a-wezhioù (teir dousenn, daou c'hros).
Arouezlunioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Talvoudegezh | Arouezlun | Niver |
|---|---|---|
| 100 | ME | 1 ME |
| 1000 | LI-IM | 1 LI-IM |
| 10 000 | SIG7 | (1) SIG7(-an) |
skouer : 1 SIG7 5 LI-IM 5 ME NAM.RA.MES, “15 500 sklav”.
Niveroù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Peurliesañ e veze skrivet an niveroù war-bouez arouezlunioù gennheñvel e nesaneg. Rak-se n’anavezer nemet un nebeud termenoù a denn d’an niveroù er yezh-se.
Deveradoù ag an niveroù a oa anezhe. Bout e oa niveroù-pegementiñ (unan, daou, tri), niveroù-petvediñ (kentañ, eil, trede), anvioù-kadarn, anvioù-gwan hag adverboù deveret da eztaoliñ ar rannañ (hanter, trederenn, kard), al lieskementiñ (“x-gwezh”) hag an ingalañ (pep eil, pep tri), ha verboù savet diàr anvioù-gwan deveret ag un niver (unaniñ, unvaniñ, doublañ).
Troadurioù a oa e nesaneg, rak-se e veze displeget an niveroù. An troadoù ned int ket bet meneget en daolenn da-heul.
| Talvoudegezh | Niveroù-pegementiñ | Niveroù-pedvediñ | Evezhiadennoù |
|---|---|---|---|
| 1 | šia- (moarvat) | ḫantezzi(ya)- (“kentañ” ha “kent”) | Niver-pedvediñ kar d’an niver louvek hanteli-, “kentañ”. |
| 2 | dān | Donet a ra ag ar wrizienn indezeuropek *d(w)ó-, “daou”. | |
| 3 | teri- | Donet a ra ag ar wrizienn indezeuropek *tri-, “tri”. | |
| 4 | meu- (arver resis diasur) | Niver kar d’an niver louvek mauwa-, “pevar”. | |
| 7 | e šiptamiya (marse), hanv un evaj | Donet a rafe ag an niver indezeuropek *sipta(m), “seizh”. |