IIIe milved
Neuz
../.. | Eil milved | IIIe milved | IVe milved | ../..
Kroget en deus an IIIe milved d'ar 1añ Genver 2001 hag echuiñ a raio d'an 31 Kerzu 3000, da lavaret eo eus an XXIvet kantved betek an XXXvet kantved.
Penndarvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- kenderc'hel a ra an Dispac'h niverel da cheñch buhez pemdez an dud voutin, koulz war an dachenn brevez ha micherel,
- kentradet eo ur gaouad sponterezh e 2001 gant Al-Qaida ha Gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo e SUA,
- kreñvaat a ra tommadur ar blanedenn, o tegas anadennoù direizh an hin er bed.
Steuñvoù ha raktresoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- steuñv Unaniezh Europa eo da izelaat dilaoskadennoù gaz efed ti-gwer dre 55% e 2030,
- raktresañ a ra an NASA da gas tud en ur gefridi da Veurzh etre 2031 ha 2035,
- pal an ONU eo e vefe alfabetakaet holl annezidi ar bed ha gallout a reont holl mont war ar Genrouedad e 2030.
Darvoudoù da zont
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 19 a viz Genver 2038 : un draen a vo evit kalz sistemoù niverel loc'het e 1970.
- 2041 : fin labourioù dispennadur kreizenn nukleel Brenniliz programmet gant ar Stad gall.
- 2047 : d'ar 1añ a viz Gouere e vo war an echu an emglev "ur vro, daou sistem" etre Hong Kong ha Republik Pobl Sina. Skoulmet eo bet d'ar 1añ a viz Gouere 1997 gant Deng Xiaoping evit ober war-dro adunvaniezh Hong Kong gant Sina, ha diferet e oa bet e Disklêriadur Boutin Breizh-Veur-Sina e 1984. N'eo ket resisaet e teuliad ebet petra vo graet goude. (Lod a lavar eo bet torret ar sistem e 2020 gant al Lezenn diwar-benn ar Surentez Broadel.)
- 2048: d'ar 14 a viz Genver e teuio Protokol Madrid diwar-benn Antarktika d'e dermen, hag e vo adwelet.
- 2049:
- d'ar 1añ a viz Here e tle bezañ echuet Hentoù Nevez ar Seiz hag a gloto gant 100vet deiz-ha-bloaz diazezadenn Republik Pobl Sina.
- d'an 20 a viz Kerzu e vo echu an emglev "ur vro, daou sistem" gant Makao, kroget 50 bloaz araok d'an 20 a viz Kerzu 1999.
Lidoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 2345 : lid 1500 bloaz ar vroad vreizhat diazezet gant Nevenoe.
- 2453: 1000 bloaz zo abaoe diskar Impalaeriezh roman ar Reter
- 2464 : 1000 bloaz ar C’hatholicon skrivet gant Jehan Lagadeuc : geriadur brezhoneg kentañ, geriadur gallek kentañ, ha geriadur liesyezhel kentañ embannet er bed.
- 2476: 2000 bloaz zo abaoe diskar Impalaeriezh roman ar C'hornôg
Steredoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 31 a viz Mae 2068 : c'hoarvezhout a raio ur fallaenn war an Heol,
- miz Eost 2113 : tizhet e vo he afelienn gant ar gorrblanedenn Ploudon evit ar wech kentañ abaoe e oa bet dizoloet e 1930
- miz Gwengolo 2231 - miz Here 2245 : tostoc'h e vo Ploudon ouzh an Heol eget Neizhan evit ar wezh kentañ abaoe ar bloazh 1999,
- 2265: distro Kometenn Vras 1861.
- tri tostadur a c'hoarvezo etre an Douar ha Meurzh :
- 55 688 405,2 km a vo etrezo d'ar Sul 28 a viz Eost 2287,
- 55 651 582,118 km d'an 3 a viz Gwengolo 2650,
- 55 651 033,122 km d'an 8 a viz Gwengolo 2729.
- 2562 : echuiñ a raio ar gorrblanedenn Eris he reveulzienn gentañ tro-dro d'an Heol abaoe eo bet dizoloet e 2005.