Romulus Augustus
Romulus Augustus | |
Solidus Romulus Augutus, merket : DN ROMVLVS AVGVSTVS P F AVG | |
Impalaer roman er C'hornôg | |
Ren | 31 a viz Here 475 4 a viz Gwengolo 476 |
---|---|
A-raok | Julius Nepos |
Goude | Julius Nepos (Dalmatia) Odoacer (Italia) |
Buhez | |
Ganet | w.d. 465 Pannonia ? |
Marvet | Goude 511 (?) |
Tad | Flavius Orestes |
Mamm | Barbaria, eus Noricum |
Relijion | Kristeniezh nikean |
Romulus Augustus (w.d. 465 – g. 511 ?), lesanvet Augustulus dre c'hoap, a voe impalaer roman er c'hornôg, adalek an 30 a viz Here 475 betek ar 4 a viz Gwengolo 476.
Lakaet e voe da impalaer gant e dad, ar magister militum Flavius Orestes, p'en doa skarzhet Julius Nepos (ren. 474-475), hag a oa bet anvet da impalaer ar C'hornôg gant impalaer roman ar reter. Tec'hel a rankas Nepos neuze, ha mont a reas da zDalmatia, ma lavaras bezañ impalaer bepred, ken na varvas eno e 480. Morse ne voe anavezet Romulus gante geneil an impalaer Zenon.
Goude dek miz ren e c'houlennas soudarded foederati ar jeneral Odovacer douaroù d'en em staliañ en Italia, ar pezh a voe nac'het gant Orestes. Brezel a voe etrezo ha lazhet e voe Orestes gant Odovacer en un emgann. Hag Odovacer da Roma, da ziskar Romulus. Met e-lec'h lakaat unan bennak all da impalaer e kasas arouezioù an impalaeriezh da Gergustentin d'an impalaer Zenon ha goulenn a reas digantañ leuskel anezhañ da ren en Italia en e anv, evel roue Italia. Abalamour d'an dra-se e lavarer alies e oa Romulus impalaer roman diwezhañ ar c'hornôg, hag an impalaer roman diwezhañ zoken, ma ne zalc'her ket kont eus lodenn reter an Impalaeriezh.
Dibaot eo an dielloù eus ren Romulus : n'eus chomet politikerezh ebet, lezenn ebet, nag enskrivadenn ebet graet en e anv, ar pezh a laka an istorourien da soñjal e oa un impalaer-teuz, ur vargodenn etre daouarn e dad hepken. Al lesanv goapaüs 'Augustulus' (a dalvez 'Aogustig') a oa bet implijet abalamour d'e oad tener. Familh-nes Romulus, e dad, e vamm marteze, ha moarvat e dud-gozh, a oa genidik eus Pannonia, ur proviñs roman. Soudarded a oa stank en e familh.
Ne voe ket lazhet Romulus Augustus gant Odovaer. Hervez an dornskrid Anonymus Valesianus e vije bet harluet Romulus Augustulus, ha kaset da vevañ gant e gerentiezh d'ul lec'h anvet Castellum Lucullanum e Campagnia, a vije unan eus an daou zomani savet gant Lucullus (-118 - -57), pe Misène, pe 'Castrum Ovi, hiziv Castel dell'Ovo, pe ar genkiz savet en enez Nisida, e bae Naplez. Nebeut a ouezer diwar-benn e vuhez goude 476. Savet e voe ur manati e castellum Lucullanum e bloavezhioù 480 pe 490, diwar e intrudu marteze. Gallout a reer soñjal e oa bev c'hoazh e 507 pe 511 pa voe kaset ul lizher gant Teodorig Veur, roue an Ostrogoted en doa lazhet Odovacer ha kemeret e lec'h, d'unan bennak anvet "Romulus" diwar-benn ul leve. N'eo ket meneget e danevelloù aloubadeg Italia gant Romaned ar Reter er bloavezhioù 530.
Ar bloavezh ma voe diskaret Romulus a servij alies da verkañ an tremen eus an Henamzer d'ar Grennamzer.