Julius Nepos

Eus Wikipedia
Solidus Iulius Nepos Arles.jpg

Flavius Julius Nepos (war-dro 430-480) a voe impalaer roman ar C'hornôg adal Mezheven 474 betek Eost 475.

Ganet e oa e 450, e Dalmatia. Mab e oa da Nepotianus, n'anavezer ket anv e vamm. Dimezet e oa d'un nizez d'an impalaerez Aelia Verina, pried da Leon Iañ, impalaer Bizantion.

Gouarner Dalmatia e voe. Anvet e voe da Gaezar (eil-impalaer), evit ar C'hornôg, gant Zenon, goude an 9 a viz C'hwevrer 474. Gant hennezh e voe roet urzh dezhañ da ziskar an impalaer Glycerius. Tapet e voe Glycerius gant arme Nepos ha goude-se e voe anvet Julius Nepos da impalaer ar C'hornôg d'ar 24 a viz Mezheven 474 (Dies Imperii), gant e soudarded. Eñ e voe an impalaer diwezhañ en Impalaeriezh ar C'hornôg, hag a vefe bet anavezet gant Impalaeriezh ar Reter. Ravenna e oa e gêr-benn.

E 475 e reas ar peoc'h gant Eurig, roue Vizigoted Akitania. Eskemm a reas gantañ Bro-Arvern ha kêr Arvernis (Clermont-Ferrand hiriv) evit adkavout Bro-Brovañs. Sidonius Apollinaris, difenner Clermont, en eus komzet eus " ... un emglev mezhus !"

Diskaret eo bet e-unan gant e jeneral Flavius Orestes, d'an 28 a viz Eost 475.

Drouklazhet e voe e-kichen Salona, war urzh ar gonted Viktor hag Avida.

Julius Nepos, kudenn evit mojenn ar Roue Arzhur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Istor ar Roue Arzhur a red eus kreiz Vt da greiz VIt kantved.

Julius Nepos a zo bet ar c'h-Kezar diwezhañ evit ar C'hornog, etre miz C'hwevrer 474 d'ar 25 Mezheven 474. Er bloaz se, an 30 Ebrel a zigouezhe war un Meurzh, deiz hag a zo roet e-barzh ar vojenn.

Julius Nepos, ar C'hezar, a zo bet kemeret dre fazi gant ar vojenn evit Caius Julius Caesar, -100 / -44.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Sidonius Apollinaris
  • Jacques Boulenger :
  • Ronan Coghlan :  The Illustrated Encyclopaedia of Arthurian Legends. Element Books Ltd. Longmead; Shaftesbury; GB
  • François Zosso & Christian Zingg : Les empereurs romains. 27 av. J.-C. - 476 p. J.-C. Editions Errance. 1994