Leon Iañ (impalaer)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Leon Iñ. Mirdi al Louvre.

Flavius Valerius Leo a oa impalaer roman eus ar 7 a viz C'hwevrer 457 betek an 18 a viz Genver 474, dindan anv Leon Iañ an Isaurian

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa war-dro 411, e Trakia, mes n'ouzer ket piv e oa e dud, a oa eus meuriad ar Vessed.

Dimezet eo bet gant Aelia Verina. Div verc'h o deus bet ː Aelia Ariadnè ha Leontia.

Er bloaz 457, Flavius Valerius Leo e oa tribun, ha penn-merour tiegezh an Alan Aspar, penn holl-c'halloudek gward-bro ar Reter.

Pa oa marvet Marcianus, d'ar 26 a viz Genver 457, Aspar a lak Flavius Valerius Leo da sevel da augustus = impalaer, gant asant sened Kergustentin hag arme ar Reter.