Glycerius

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Glycerius
Glicerio - MNR Palazzo Massimo.jpg
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar c'heodederezhHenroma Kemmañ
Deiziad ganedigezh430 Kemmañ
Deiziad marvannées 480 Kemmañ
Lec'h ar marvDalmatia Kemmañ
Doare mervelvaleur inconnue Kemmañ
FamilhDerniers empereurs Kemmañ
Micherbeleg, kloareg Kemmañ
Kargempereur romain Kemmañ
PériodeImpalaeriezh roman Kemmañ


Glycerius (w.d 420 - goude 480) a oa unan eus impalaerien roman ar c'hornôg diwezhañ. Un eskob katolik e voe goude ma voe aet kuit eus ar galloud e 474.

Kont ar vevelien e oa el lez-impalaer e Ravenna pa voe embannet da impalaer gant ar Magister militum Gundobad war-dro an 3 a viz Meurzh 473. Evel ma oa nemet ur vargodenn eus Gundobad, lakaet gantañ e lec'h an impalaer reizh diwezhañ Anthemius (muntret e 472), ne voe ket anavezet gant lez Kergustin.

Posupl eo e taleas diskar an impalaerezh ag un nebeud a vloavezhioù. E-pad e ren e oa Roma en arvar en abeg d'ar Wizigoted a oa en em staliet e Spagn ha su Galia ha d'an Ostrogoted a zalc'he Dalmatia. Pan antreas an Ostrogoted e Galia e 473 e kasas soudarded da virout anezho ouzh unvaniñ o nerzhioù.

Ne oa ket impalaer ar reter Leo I prest da c'houzañv war dron ar c'hornôg, avat . Kas a reas Julius Nepos ag-e-enep gant ul lu bras. Dilestriñ a reas Julius Nepo en Ostia, e-kichen Roma, m'edo Glycerus d'an ampoent-se. En em zaskorañ a ra hemañ hep stourm ha dezhañ e roas an impalaer nevez eskopti Salona.

Hervez an istorour Malc'hus e voe empleget e muntr Nepos e 480, moarvat gant skoazell Odoakr, roue barbar Italia. Gantañ en-defe degemeret eskopti Milan met diresis eo an andonoù.

N'anavezer ket pegoulz e varvas Glycerus. Mont a ra diwar-wel en dielloù goude 480.



SPQRomani.svg  An Impalaerien roman  SPQRomani.svg
Impalaeriezh roman ar C'hornôg
En e raok :
Olybrius
Glycerius
(473 - 474)
War e lerc'h :
Julius Nepos
Heuliad Henroma